Zelda Ocarina of Time 3D

A-wechoù e vez goulennet evelse, petra eo c’hoari gwellañ ar bed ? ar “BGE” (Best Game Ever). Ma prederian mat hag en un doare poellek e respontin Zelda Wind Waker, Mario 64, Okami, Ace Attorney Trials & Tribulations, hag all hag all.
Met ma soñjan er c’hoari en deus roet ar muiañ a blijadur din, a zo bet pouezusañ c’hoari ma buhez a-benn sevel ma fersonelezh e respontin krenn-ha-krak Ocarina of Time. Ar Zelda kentañ a c’hoarien (ya, sellet ma breur o c’hoari da A Link to the Past na gont ket) war MA benveg. Ar Zelda kentañ e 3D ivez, un dispac’hig d’ar mare-se. 11 vloaz e oan, koumanantet da Nintendo Magazine hag oc’h hunvreal dija e raktres an Dolphin (a voe da c’houde ar Gamecube, eh ya).
Setu un tamm an dra koa. Eurvezhioù o kantren war varc’h (evit tapout an tasmantoù, geeee!), o pesketa, o vont-ha-dont a drugarez da donioù an okarina… N’ouzon ket pet kelaouenn em boa prenet d’ar mare-se evit dizoloiñ ar skulltulaed aour ha me oar-me (ha ne oan ket deuet a-benn da dapout anezho holl evel-just!).
Moarvat eo ar c’hoari em eus adkroget ar muiañ ivez.
Ma, n’hallen ket chom hep c’hoari d’ar remake 3D (prenet ‘m eus ar benveg evit-se!). Ha pebezh disoc’h.Ya, ar memes c’hoari eo. Anat. Met labouret kenañ eo bet ar skeudennoù ha bravoc’h eo memestra. Plijus eo c’hoari gant an efed 3D pe c’hoari gant ar gyroscope (marteze eo gwelloc’h din an tu-se, anzav a ran ^^) resis-tre. Nevezintioùigoù a zo : tu zo da c’houlenn sikour e templ an amzer ma n’ouzer ket re da belec’h mont (n’em eus ket bet ezhomm da implij an dra-se) ar pezh a c’hall sikour ar re n’int ket boaz da seurt c’hoarioù. Mod all eo disheñvel un tamm ar skramm dibab gant an armoù, ar gartenn hag all. Da skouer e vez gwelet sklaer p’hon eus tapet holl skulltulaed aour ul lec’h ar pezh a sikour da c’hounit amzer pa chom un nebeud da dapout er fin. N’eus ket ezhomm da zistreiñ e pep lec’h. Navi he deus seblantet un tamm nebeutoc’h torr-penn (met marteze e yaen war-raok buanoc’h ivez!) hag aesoc’h e oa son gant an okarina (tu ‘zo da sellet an notennoù ha son war memes tro). Da c’houde, ha se ‘zo normal en deus seblantet din aesaet-tre, anavezout a raen kazi dre eñvor lodennoù zo. N’on ket chomet da “goll amzer” evel em boa graet pa oan bugel, marteze ‘m eus pesketaet div wech un dra evel-se ha tapet ‘m eus an tasmantoù kazi digudenn.
(Ur siig em eus da lârat memestra, n’ouzon ket perak e oa start spontus din lakaat ar spontailhoù da zont, ret eo bet din cheñch plas ha c’hoari an ton meur a wech e temploù zo, re gizidig pe ur gudenn bennak n’ouzon? Torr-penn e oa un tamm ><)
Un tammig dipitus en ur stumm, met eus un tu all on deuet a-benn templ an dour evit ar wech kentañ. Peogwir e oa diazezet ma buhez war ar fed e oa re start templ an dour ha n’hallfen JAMES dont a-benn. Graet eo. Bremañ e c’hall forzh petra c’hoarvezout ganin, deuet on a-benn. Beñ ya, n’em boa ket echuet ar c’hoari pa oan bugel! Oooouh. Met ne oa ket grevus d’ar mare-se peogwir ne oa ket aze ma flijadur. Deuet on a-benn, echuet ar c’hoari, ret din ober ar  stumm Master Quest bremañ.
Setu, n’on ket memes oad ken, ne c’hoarian ket dres e memes stumm. Plijet on bet spontus hañ ha laouen kenañ on bet o c’hoari hag e vin o c’hoari ar Master Quest (gortoz a rin ur pennadig marteze 😉 ) (dreist-holl n’em eus ket bet tro da c’hoari er stumm-se peogwir n’emañ ket stumm collector Wind Waker ganin, gant ar vezh!) met santet em eus ivez e oa ar blijadur-se liammet dreist-holl gant an eñvorennoù a chom em spered, an amzer bet tremenet 12 vloaz zo dirak ur skrammig tele bihan staliet em c’hambr hag all. Chom a raio Ocarina of Time ma c’hoari karetañ, daoust hag eo ar BGE, se ‘m eus aon e c’hallan anzav hirie : n’eo ket. Met n’emañ ket re bell memestra 😉

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: