The Ides of March

Soñj ‘m eus e oan bet dipitet spontus gant Good Night and Good Luck em boa kavet hir spontus ha start da gompren. Dedennet ez on bet memestra gant film nevez George Clooney The Ides of March, adalek ar bommoù-bruderezh kentañ (ha pebezh skritell ouzhpenn!). Leun chouk e oa ar sal dec’h ha rediet on bet da vont er rigennad kentañ, ar pezh na ran james sañset. N’em c’hicken e oa ur paotr, jenet gant ar fed e vefe e YO pe un dra bennak a seurt-se en deus gortozet memestra un hanteur-eur bennak en ur fluketal e hezoug araok mont kuit. Ma. N’en deus ket se miret ouzhin da gaout kalz plijadur o sellet ouzh ar film!
Gwelet e vez labour brudañ an demokrated araok ar “Super Tuesday” e stad Ohio. An holl a c’hall mont da votiñ evit dibab piv etre daou den a vo o vont war ar renk a-benn bezañ prezidant ar Stadoù-Unanet. Pouezus kenañ eo “gounit” ar stad-se, da c’houde e vo anat an traoù er stadoù a chom. Ouzhpenn kompren un tamm gwelloc’h politikerezh ar Stadoù-Unanet e kinnig film George Clooney gwelet tu ar skipailhoù brudañ, penaos ec’h implijont ar gelaouennerien (ha penaos e vezont implijet gante ivez), an doare ma rankont kavout traoù louz da gontañ war an den e-tal hag all hag all. Fent a zo er c’haozeadennoù (fent du a-wechoù!) hag ur sapre casting a zo, me lâr deoc’h. Dedennus eo ivez a-drugarez d’un dudenn bennañ dispar, a n’em adkav o tont da vezañ dres ar pezh na felle ket dezhañ ha kas ar reoù all gantañ. N’eus du treuzwelus ebet, ha kriz kriz eo an traoù. Ur sapre sell war ar politikerezh, na ro ket c’hoant tamm ebet mont er bed-se…

Advertisements

2 Respont to “The Ides of March”

  1. Ikacheuc'h Says:

    M’out troet gant seurt filmoù ha ma n’out ket ivez e c’hellfes mont da welout “L’exercice du pouvoir”. Ur film ken dedennus all

  2. Ya, gwir eo e seblant dennus ar film-se ivez!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: