Ma chère Lise

Kenderc’hel a ran un tamm gant an distro-lennegel gant ur romant kentañ simpl ha skrivet brav, Ma chère Lise. Istor ur paotr 25 vloaz eo, sikour a ra ur plac’h yaouank 15 vloaz da studial. Un istor karantez a grog etrezo ha setu e vo pedet da vont en ti-vakañsoù hag all gant familh pinvidik Lise. Dizoloiñ a ra ur bed n’anavez ket. Brav eo al levr met start eo bet din krediñ en dudenn bennañ, a seblant gwall jentil (ha kazi lu zoken) evit ur paotr a 25 vloaz. Heuliet e vez trankilik beajoù ha troioù-kaer ar c’houbladig-se betek ar fin. N’eus netra dreistordinal met plijus eo, gant un toullad diskrivadennoù a-feson ha frazennoù kaer.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: