Dielloù evit Du, 2011

How Do You Know

Posted in Filmoù on Du 30, 2011 by geekezig

Klevet em boa kalz a vad eus film James L. Brooks How Do You Know pa oa deuet er-maez e miz Genver. Siwazh, evel boaz e veze skignet e galleg nemetken, evel ma c’hoarvez ordin (pe dost) gant ar c’homediennoù. (Padal ez eo moarvat an doare film ar startañ da dreiñ ha da virout e spered…)
Ma, neuze. How Do You Know a gont istor Lisa, ur c’hoarierze softball a-vicher. Erru eo 31 vloaz avat ha divizet e vez gant penn ar skipailh skarzhañ anezhi eus ar skipailh broadel amerikan. Kollet eo penn-da-benn neuze peogwir e oa renet he buhez gant he labour. Klask a ra reiñ lañs d’he darempred gant ur c’hoarier baseball a-vicher met n’eo ket anat bepred, ken droch m’eo ar paotr. George Madison a zo eñ tapet ivez en e vuhez labour : e dad (ha rener) en deus roet arc’hant dre guzh da dud en Ejipt a-benn gwerzhañ e broduoù. Dre ma ra George war-dro an arc’hant e vez tamallet anezhañ ha savet ur enklask gant ar gouarnamant. Gant ar spered-se e krogo un darempred etre Lisa ha George…
Merzet em boa Paul Rudd e-barzh The 40-Years-Old Virgin hag ur wech ouzhpenn e kavan e teu a-benn mat da grouiñ fent adalek un dudenn n’eo ket dre ret fentus. Peurrest an aktourien benañ (Reese Witherspoon, Owen Wilson, Jack Nicholson) a zo plijus ivez, hag eiltudennoù zo a zo dispar zoken (sekretourez George, Annie).
Marteze e c’hortozen gwelloc’h c’hoazh met e gwirionez ez eus ur bersonelezh dic’hortoz un tamm gant ar gomedienn romantel-mañ. Lodennoù ‘zo a chom amsklaer (met ne vir ket da gompren), da vareoù zo e seblant drol un tamm an tudennoù hag o doare da vont en dro ha koulskoude e seblant gwir awalc’h pep tra. (Traoù dibosupl a zo eveljust met a-fed psikologiezh kentoc’h). Fentus eo ar film ouzhpenn met un toullad eus ar farsadennoù wellañ a zo diazezet war ar skrid (ul listenn savet gant George evit gouzout peseurt diviz kemer e-keñver e dad, ur gerig prientet gant Matty evit Lisa hag all) ha moarvat ne oa ket bet troet dre ret e galleg (lennet ‘m eus kalz pennadoù taer-kenañ a-enep ar film abaoe war ar rouedad)…
Setu, n’eo ket gwellañ film ar bloaz ha n’em eus ket keuz d’e vezañ c’hwitet met laouen on da vezañ e gwelet rak plijus ha simpl eo en ur vezañ dic’hortoz un tamm da vareoù zo.

Advertisements

L’ordre et la morale

Posted in Filmoù on Du 30, 2011 by geekezig

Anzav a ran n’anavezan ket mat Mathieu Kassovitz, n’em eus gwelet film ebet sevenet gantañ ha n’em eus ket soñj outañ evel aktour kement-se (bon, lakaomp e-barzh Amen, memestra). N’em eus ket heuliet e raktresoù na netra. Ne oan ket dedennet kement-se gant L’ordre et la morale, rak anzav a ran ne oan ket gwall gozh e-kerzh dilennadegoù 1988.
Ma, d’ur mare bennak memestra em eus klevet tud o lârat pegen mat e oa ar film ha setu me o vont d’ar sinema.
L’ordre et la morale a zo ur film dedennus peogwir e kinnig lakaat ar gaoz war darvoudoù eus istor Frañs c’hoarvezet n’eus ket keit-se zo. Ral awalc’h eo. Eveljust e vez heuliet red an istor dre sell un den hepken, unan hag a zo bet touellet en afer-se. N’eo ket brav skeudenn an arme hag ar politikourien c’hall er film-se, anat. An nebeut a sonerezh hag an doare da filmañ ha da seveniñ un tamm reut ha rust a grou un aergelc’h start, un tamm evel hini un teulfilm. Kalz prantadoù “prezegennoù” a zo koulskoude hag a ro da brederiañ, fromus int dre vras (prezegennoù Alphonse, e penn ar strollad kanak a vir an archerien er vougev da skouer). Kavet ‘m eus e oa sklaer e oa kablus tud resis evit abegoù resis (gounit dilennadegoù) met ivez tud all, en un doare amsklaeroc’h. Mitterand na seblant ket bezañ ur salver kennebeut ha dreist-holl tud an FLNKS na seblantont na kaout intrudu na bezañ kalonek na netra.
Anzav a ran em eus kavet mat ar film, n’em eus ket kavet hir ma amzer ha kavout a ran kalonek sevel seurt filmoù, a chom oberennoù faltazi a ginnig ur sell war fedoù istorel.

Rango

Posted in Filmoù on Du 29, 2011 by geekezig

 

Ur film bevaat plijus-tre eo Rango. Kontañ ‘ra istor ur c’hameleon, komedian o vevañ sioul met e-unan. Pa stard oto e vistri war an hent bras e vez kaset kuit eus an oto hag e vez dilezet e ul lec’h spontus : ar gouelec’h. Da gentañ e klasko dour hepken. Da c’houde, ur wech erru e kêriadenn Dirt e lec’h ma vefe sañset da gavout dour e tiviz c’hoari perzh Rango, ur c’howboy kalonek ha prim. Dont a raio da vezañ sheriff ha rediet e vo neuze da sikour tud ar gêriadenn ha dreist-holl da ziskoulmañ kudenn an diouer a zour.
Fentus eo penaos e teu Rango da vezañ ur western klasel-kenañ padal ne oa ket dre ret er penn-kentañ. Brav-tre eo ar bevaat hag ur bern taolioù-lagad a zo ouzhpenn ur bern farsadennoù. Un tamm gwanoc’h em eus kavet ar prantad ma klaskont warlerc’h an dour (goude ar c’hreiz, un tamm araok ar fin) ha poan ‘m eus bet o chom aketus da bep tra met mod all n’eus rebech ebet d’ober d’ar film-se!

Mother and Child

Posted in Filmoù on Du 29, 2011 by geekezig

Ur film diwar-benn an advabañ/adverc’hañ eo Mother and Child. Heuliet e vez meur a dudenn a zo tizhet gant an dodenn-se.
Karen a zo bet diskaret he buhez gant ar fed he defe dilezet he merc’h da 14 vloaz. Deuet eo da vezañ ur plac’h rust hag hec’h-unan. Elizabeth a zo merc’h Karen, ne oar ket eus pelec’h e teu met n’eo ket dedennet gant-se. Un alvokadez donezet hag emrenn eo. Ne soñj ket dezhi mont war roudoù he mamm betek ma vefe dougerez d’he zro. Heuliet e vez ivez ur c’houblad. Hi n’hall ket kaout bugale ha gouzout a ra e fell d’he gwaz kaout bugale. Klask a reont advabañ ur bugel neuze. Ober a reont anaoudegezh gant Ray, ur plac’h 20 vloaz a glask kavout ar familh wellañ evit he bugel.
Istorioù a bep seurt a zo neuze ha dedennus eo heuliañ pep tudenn. Plijus eo an aktourien, lieusseurt an tudennoù hag ar selloù war an advabañ. Siwazh em eus bet ar santad un tamm drol e oa ar film-se a-enep an advabañ, tremen a ra fall pep tra kazi ha pa tremen mat eo abalamour eo marv tud ar bugel. Ur poltred un tamm spontus eo eus tud digempouez ha bresk, evel ma vefe bet dre ret ul lodenn fall eus o buhez. Evel just eo komprenus eus tu Karen da skouer, a zo bet rediet da zilezel he bugel… Marteze on aet da glask pemp troad d’ar maout, n’ouzon ket re. Dreist da se eo ret anzav eo un Mother and Child un drama savet mat (hirik un tamm marteze) ha santed e vez un tamm levezon Alejandro González Iñárritu, a brodu ar film.

Heroes – trede bloavezh

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , on Du 27, 2011 by geekezig

Ahaha, tud ‘zo a lavar on kalonek. Met e gwirionez em boa c’hoant da c’houzout ma c’halle treiñ an traoù.
Heroes a zo ur stirad bet brudet kaer d’ar mare m’eo deuet er-maez. Implijout a rae giz ar super-harozed a-benn krouiñ un istor a lakae meur a hini da gejañ hag ouzhpenn e oa ul liamm start gant ar bannoù-treset (er stirad hag en diavaez peogwir e veze embannet istorioù berr etre ar rannoù). Ma, plijus-tre oa ar bloavezh kentañ.
An eil a voe ur vezh avat. Tudennoù nevez na oant ket dedennus tamm ebet (hag a vire da heuliañ ar re blijus), traoù hep penn na lost, ec’h.
Kregiñ a ra an trede bloavezh gant muntr Nathan Petrelli pa tiviz diskleriañ d’ar mediaoù en deus ur galloud. Anzav a ran, abaoe dipit an eil bloavezh em boa ankouezet un tamm pep tra… Met adtapet e vez buan awalc’h an traoù dre ma lañs an trede bloavezh traoù nevez.
Ret eo da Hiro gwareziñ ul lodenn eus ur formulenn gimiek a c’hall reiñ ur galloud d’an holl. Gwelet e vez an dazont gant an dra-se ha n’eo ket gwall vrav. Peter hag all a glasko neuze na c’hoarvezfe ket an dazont-se. Siwazh ez eus kalzig tud eus “an tu all”, renet gant… Arthur Petrelli! Ur gwir brezel etre an daou bried hag a re a heul hini pe hini neuze.
Traoù spontus all a vez dizoloet eveljust ha dedennus awalc’h eo (Maya na vez ket gwelet re, Nikki ‘zo marv ha Tracy n’eo ket ken displijus). Div lodenn a zo e gwirionez d’ar bloavezh. Unan tro-dro d’ar formulenn gimiek ha penaos e c’hallfe treiñ an traoù ma vefe roet ar formulenn-se d’an holl. Ur wech diskoulmet an afer-se ha miret da implijout ar formulenn e vo un istor all penn-da-benn. Nathan a ziviz bac’hañ an holl dud gant galloudoù gant sikour ar gouarnamant. Gwelet e vez neuze un doare “ajañs” nevez (ha komprenet perak ha penaos e oa bet krouet an hini all er bloavezhioù 60) hag an holl a rank tec’hout ouzh bagadoù soudarded armet ha didruez. Dedennus-tre eo al lodenn-se gant ar familh Petrelli a rank lakaat sklaer an traoù etrezo, Matt a rank mont dreist e gañv, Sylar gant galloudoù nevez a lak anezhañ da vezañ startoc’h startañ da dapout hag e emglev gant Danko, an hini a zo e penn an traoù evit ar gouarnamant ur wech m’eo bet dizoloet e oa Nathan e-touez ar re e oant o klask.Echuiñ ar ra an traoù gant dismantr ar strollad a dape tout an dud. Met un dra digredus awalc’h a zo c’hoarvezet hag a ro c’hoant da sellet ouzh ar bloavezh warlerc’h…
Zoken ma n’eo ket a live gant ar bloavezh kentañ, em eus bet kalz muioc’h a blijadur gant ar bloavezh-se (dreist-holl gant an eil lodenn) eget gant an eil. Ne chom ket kalz tra da welet evit gouzout klozadur an istor neuze d’am soñj ez in betek ar penn!

Shim Chong, fille vendue

Posted in Levrioù with tags , on Du 26, 2011 by geekezig

Marteze o peus merzet oan bet o lenn Shim Chong, fille vendue e-pad ur pennad mat. Anzav a ran em eus kavet ken start ar penn-kentañ e oan bet o lenn traoù all etre-tan… Ur romant korean eo, met e-keñver istor ez eus tu da lârat ez eus ur romant aziat. Kontet e vez istor Chong, ur plac’hig a vez skrapet, klasket aberzhiñ e-kerzh ul lid ha gwerzhet goude. Da gentañ e vo prenet gant un den kozh pinvidik evel gwreg, ur wech eñ marv ez aio da gast e ti plijadur ar mab. Tremen a raio kentoc’h mat an traoù met d’ur mare bennak e vo reuz (brezel an opium eo) ha ret e vo dezhi tec’hout. Mont a ra kuit gant hec’h amourouz, ur soner yaouank hag asambles e fell dezho kaout un ostaleri bennak. Siwazh e vo trubarded ar plac’h yaouank er gêr e-lec’h m’emaint staliet hag e vo gwerzhet en-dro. Distreiñ da gast e rank ober neuze. Ar wech-mañ e tremeno mat c’hoazh hag e liammo mignoniezh gant kalz tud zoken. Goulennet e vo goude gant ur saoz prenañ anezhi evel gwreg. A-du eo neuze e ya kuit gantañ. Dizoloiñ a ra ur vuhez iskis un tamm e-giz kornogiz met a-gostez ivez abalamour d’ar ouennelouriezh.
Divizout a ra mont kuit goude bezañ sikouret da sevel un erbec’hti evit ar vugale dilezet. Distreiñ a ra d’he lec’h labour just araok evit kavout he merc’h (pe kentoc’h merc’h ur vignonez dezhi a zo marvet en ur wilhoudiñ).
Un tamm arc’hant ganti e tiviz mont kuit adarre gant he merc’h ha Fumiko, da gostez an inizi e-lec’h ma oa Fumiko pa oa yaouank (Ryukyu). Du-hont e savont un davarn gant sonerezh ha kan. Buan e teu brud dezho hag o do arvailhien cheuc’h, ur priñs zoken hag a zimezo gant Chong. Echuiñ a raio fall an traoù evito peogwir o do klasket sikour tud paour. Chong a guitaa al lec’h-se ivez, evit mont da Nagasaki ha goude n’he bro c’henidik.
Meur a lodenn a zo en istor neuze, gant aergelc’hioù a bep seurt. N’on ket deuet a-benn da gompren resis e pelec’h e tremene pep tra (evidon-me e kroge e Korea met n’eo ket lâret splann, goude-se e tremen kalz traoù e Sina moarvat hag er fin e tostaer eus inizi a zo bremañ dindan renerezh bro Japan?). Kalz tudennoù a zo ivez, o vont hag o tont hervez al lec’hioù, ar mareoù. Tudenn Chong he deus meur a anv ouzhpenn hag a-benn ar fin e tremen mat pep tra eviti. Zoken pa vez trubardet e kendalc’h da vont hag e ankouez he buhez kent, ne chom ket e memes lec’h met chom a ra ar memes hini : c’hoant he deus sikour ar reoù all, ur vuhez sioul ha setu tout. Start awalc’h em eus kavet kaout teneridigezh evit an dudenn-se peogwir e seblant ruzañ an traoù warni hep levezon ebet. Brokus hag emgar eo war memestro hep na vefe displeget he santimantoù a-benn ar fin. N’eo ket displijus al levr mod all (aet on betek ar fin!) ha dedennus-tre an tu istorel (hollandiz, saozon o kregiñ da genwerzhiñ kalz gant broioù Azia hag all) met un tamm re stank eo marteze ha re a draoù o tremen (abadennoù en tiez gisti pe me oar me) na servijont ket da galz tra. Mat e vefe bet lakaat un tamm muioc’h a bsikologiezh e plas ar prantadoù-se marteze… Ar fin a erru un tamm trumm ivez, a-greiz-tout e tremen Chong eus plac’h 40 vloaz da blac’h kozh war he zalaroù kazi… Pa weler pegen stank ‘oa an traoù araok e ra drol un tamm!
War a seblant eo diazezet war ur vojenn korean a gont istor ur plac’h yaouank a vez aberzhet, pa oa hi o klask un doare da sikour he zad dall. Savetaet e vo gant an doueed, fromet gant hec’h istor ha profet d’un Impalaer e kañv gant martoloded. Fromet eñ ivez gant hec’h istor e timezo ganti hag e vo pedet he zad da zont. E-kerzh ar pred e pareo an tad…
Ma, traoù ‘zo a zo heñvel met en un doare ledan-tre memestra ^^

Stardust

Posted in Filmoù on Du 22, 2011 by geekezig

Savet eo Stardust diwar ur romant gant Neil Gaiman. N’em eus ket bet tro d’e lenn. Ur film hir awalc’h eo met n’eo ket arabadus tamm ebet. Lusket eo mat, fent a zo ha kalz traoù o tremen. A bep seurt tudennoù ivez hag un istor liesseurt ha brav.
Tristan na oar ket eo bet ganet goude ma vefe bet e dad o pourmen betek Stormhold, ar bed burzudus a zo a-drek ar voger a ro anv o c’heriadenn dezhi (Wall eo anvet). Un deiz bennak e kouez ur steredenn war an Douar (eus tu Stormhold) evit gounit kalon ar plac’h a gar e promet mont da gerc’hat ar steredenn. E keit-se ez eus ivez mibien ar Roue (aet da anaon nevez zo) o klask un dro c’houzoug a vefe gant ar steredenn evit dont da vezañ roue d’o dro hag ur sorserez spontus o klask war lerc’h kalon ar steredenn evit chom yaouank. Tristan a gav Yvaine, ar steredenn, hag asambles e vo ret dezho talañ ouzh tout an traoù-se!
Plijus kenañ eo ar film Stardust, levezonet kalzig gant filmoù The Lord of the Rings (talennoù zo gant strolladoù war varc’h pe ar sonerezh da skouer) ha brav evit ar vugale met ivez evit ar re vras, dres ur film a live gant Willow pe seurt kontadennoù burzhudus, dudius ha brav.

%d bloggers like this: