Et rester vivant

Tro ‘m eus bet da glevet Jean-Philippe Blondel o komz diwar-benn e levr er radio. Souezhus-tre e oa klevet anezhañ o kontañ penaos e oa marvet e vamm hag e vreur en ur gwallzarvoud karr pa oa 18 vloaz hag e dad pevar bloaz warlerc’h. Da 22 vloaz e oa e-unan gant arc’hant an hêrezh.
Ar prantad-se a zo kontet er romant, penaos e oa kollet ar paotr yaouank hag an doare m’en deus dibabet tec’hout d’ar Stadoù-Unanet e-pad un hañvezh gant e vignonez hag ur mignon dezho. Levezonet gant ur ganaouenn anvet “Rich” gant Lloyd Cole e fell dezho mont da Vorro Bay. Gwelet a refont a bep seurt lec’hioù, San Francisco, Las Vegas, ul lodenn eus Mec’hiko, betek mont da Vorro Bay a-benn ar fin.
N’eo ket trist na spontus an istor, kontet eo an traoù en un doare simpl, mouget un tamm ar santadoù ken digredus m’eo ar pezh a dremen gant haroz al levr. War e hent e kejo gant tud a bep seurt, Rose perc’hennez ur motel kollet da skouer. Ur romant skañv eo en ur stumm, zoken ma lak da brederiañ war traoù sirius ha start. Brav eo taolennadur ar strollad reoù yaouank-se o vont da veajiñ hep pal resis ebet, en ur vro na anavezont nemet dre sonerezh, filmoù ha levrioù a-benn ar fin.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: