Univerne 1 – Paname

Souezhus e seblante Univerne, un ukroniezh e-lec’h ma n’eo ket deuet Jules Verne da vezañ skrivagner. Neuze en deus savet ur gouarnamant iskis war un enezennig ha krouet teknologiezhioù dianav d’ar bed. Ur brezel a zo bet ha laeret eo bet ijinadennoù tud “Univerne” (anv an enezenn). Diskouezet e vezont e Pariz hag ur gelaouennerez yaouank a raio war-dro ar pennad.
Poan ‘m eus o kompren mat bed Univerne. Ur bed steampunk eo, gant ur bern ijinadennoù teknologel o vezañ e buhez pemdez an dud e 1900, penaos eo posuol kaout kemend-all a draoù just goude ur brezel gant ar re o deus ijinet an traoù se? Ouzhpenn-se ez eus un doare enebiezh iskis etre Nikola Tesla ha Jules Verne met n’eo ket displeget perak na penaos.
An harozez a zo ur sapre gwregelourez betek re zoken, dont a ra da vezañ torr-penn a-wechoù. An tresadennoù a zo dizingal ouzhpenn, dre vras e teu brav ar c’hazennoù gant tudennoù a-dost met a-bell n’eo ket dres ken brav…
Un dipit.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: