Paradise Kiss

Anzav a ran on sod gant manga Paradise Kiss. N’eo ket hir (pemp levrenn), tudennoù plijus a zo, fent, dilhad brav hag all hag all. Kontañ a ra istor Yukari, ul liseadez glasel a glask studial evit mont en ur skol-veur a-feson. Un deiz bennak e vo goulennet diganti kemer perzh e dibunadeg dilhad fin ar bloaz skol an arzoù. Adalek neuze e cheñcho an traoù eviti…
N’hallan ket neuze bezañ dres a-enep ar stumm bevaat, peogwir e kont memes istor gant memes tudennoù.
Siwazh n’eo ket a galite dispar an hollad, treveuzioù a zo a-vil-vern ha pounner spontus int. Ar bevaat e-unan n’eo ket dreist, nebeut-tre a fiñvoù a zo hag un tech da lakaat an tudennoù e-doare Super Deformed vil pa vez fentus an traoù. Me oar eo un tamm evelse er manga, met aze e ra lu ha vil.Implijet e vez kalz ivez ar vouezh-a-vaez ivez ha ne vez ket gwelet alies an tudennoù o komz “war-eeun” (a-gein e vezont pe traoù evelse). E gwirionez, estreget an istor a zo atav ken plijus n’eus ket kalz tra dedennus… Ma na vefe ket ur roll-digeriñ hag ur roll-serriñ DISPAR! ^^ Ar roll digeriñ a zo pop japanat a ro startijenn : Lonely in Gorgeous gant Tommy february 6. Ar roll-serriñ a zo souezhusoc’h met plijus ivez peogwir eo Do You Want To gant ar strollad skosat Franz Ferdinand!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: