Dead like me – bloavezh 1

George a zo ur plac’h 18 vloaz boutin kenañ. Speredek awalc’h eo met lezirek. N’eo ket bet kendrec’het gant ar skolveur setu eo ret dezhi kavout labour. E-kerzh he devezh labour kentañ eo e varvo. Ha neuze e tizoloo un doare hent n’he doa ket bet tro da welet ha da gavout pa oa bev. Un “ankou” eo deuet da vezañ. Ret eo dezhi lemel ene an dud deus o c’horf araok na varvfent. Ma ne ra ket e chom trapet an ene en ur c’horf marv. Poan he deus gant ar vicher-se er penn-kentañ, met tamm-ha-tamm e plij dezhi hag e kav pouezus ar pezh a ra.
Tro-dro dezhi ez eus ur strolladig kenseurted. Pezh a zo displijus awalc’h evito eo e rankont bevañ evel forzh piv met n’ho deus tamm goueneg ebet…
Ur stirad fentus eo Dead Like Me hag a ro tro da gomz diwar-benn ar marv pe da brederiañ war-se en un doare skañv. Tudenn (ha mouezh) George a zo dispar awalc’h (hag ar reoù all tro-dro dezhi ivez). An dud a varv alies en un doare sod hag an efedoù ispisial n’int ket dispar met mod all ez eo kentoc’h dedennus. Tro hon eus ivez da welet penaos e tremen kañv familh George hag an efed en deus war he c’hoar vihan, he mamm hag he zad. Soñjal a rae din e vefe pe donnoc’h pe folloc’h met a-benn ar fin eo fur awalc’h hag e c’hall Dead Like Me bezañ ur stirad da sellet gant bugale a-benn ar fin.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: