Cleveland Vs. Wall Street

Kêr Cleveland he deus divizet ober prosez da diez bank bras Wall Street goude vefe bet skarzhet ur bern tud eus o ziez abalamour da gredoù subprimes. Siwazh n’eus ket bet james eus ar prosez-se peogwir eo deuet a-benn alvokidi ar bankoù da gavout un dro bennak evit na vefe ket graet. Ar sevener suis Jean-Stéphane Bron en deus divizet neuze sevel ur prosez gant tud Cleveland, alvokidi, testoù hag all, gwir tud tizhet gant an afer. N’eo ket ur prosez gwir met tremenet eo evel ur prosez gwir, n’eus aktour ebet na netra. Un dibab un tamm iskis met efedus evit kompren ur bern traoù. Ne ‘vez ket gwelet kalz a dra estreget ar prosez er film (un toullad tud a vez gwelet er gêr met prantadoù berr tout int) ha savet eo evel ur film, an doare da frammañ hag all, ur gwir suspens a zo ha tout.
Plijus-tre eo peogwir e vez klevet a bep seurt testoù : tud o vont da goll o zi met ivez ur poliser karget da skarzhañ an dud, ur paotr eus ar vro en deus bet kinniget kredoù subprimes a-vil-vern, hag all. Santet e vez mat pegen tizhet eo ar gêr gant an darvoudoù-se ha pegen pouezus eo ar prosez-se zoken m’eo faos. Eus an tu all, alvokad an tiez-bank a zo bamus, gant e neuz jentil hag e varregezh da zistruj testeni fromus an dud. Ur film savet mat eo Cleveland Vs. Wall Street hag ouzhpenn-se e sikour da gompren petra e oa ar subprimes ha penaos e c’hallent bezañ dedennus evel titloù evit tud o klask lakaat arc’hant da “frouezhiñ”. Fin ar prosez a zo gwirheñvel evel n’eo ket posupl. Ur film gant kalz nerzh ha danvez pedagogel ennañ.
Ul levrig a zo en DVD evit gouzout un tamm hiroc’h war ar raktres hag war an dud o deus kemeret perzh er film.
Un teulfilm all bet savet gant Jean-Stéphane Bron a zo war ar bladenn (ur film 52 munut, kalz klaseloc’h e-keñver stumm) Traders e anv. O filmañ e oa un toullad tud a labour e Wall Street o prientiñ evit un nozvezh gant krogadoù boks a-benn skoazellañ kevredigezhioù e oa, dres pa voe ofisiel freuz-stal Lehman Brothers d’ar 14 a viz Gwengolo 2008. Dedennus kenañ eo klevet tud “vunut” micherioù an arc’hant o komz diwar-benn-se, pegen nec’hus e oa evito ha penaos o deus bevet an darvoudoù-se. Un tamm deneloc’h e seblant ar metou, zoken ma ne vez ket komprenet muioc’h petra a zo dedennus er bed-se.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: