妄想代理人 Mōsō dairinin (Paranoia Agent)

Poent vefe din skrivañ ma fennad diwar-benn ar stirad-mañ, anavezet er c’hwec’hkorn gant an anv Paranoia Agent. Ur stirad bevaat japanat eo bet krouet e 2004. 13 rann a zo en holl.
Kregiñ a ra an traoù gant ar bec’h a vez lakaet war ur plac’h yaouank en embregerezh e-lec’h ma labour. Krouet he deus bet un dudenn, ur c’hi bihan, deuet da vezañ ur gwir arouez gwelet ha gwerzhet e pep lec’h : Maromi. Ur bern tud a zo o c’hortoz he c’hrouadenn nevez neuze. En ur zistreiñ d’ar gêr e vez taget gant ur paotr bihan iskis ha setu lañset an traoù…
Shônen Bat evel ma vez lesanvet (paotrig e vat (base-ball)) a dago un toullad tud all hag un enklask divent a vo.
Pep rann a ginnig heuliañ un dudenn zisheñvel ha tamm-ha-tamm e vo graet liammoù etrezo holl. Dre vras ez eus ur c’hemenn bras memestra ar stress, ar regas, ken bras e Japan a gas an holl da ijinañ traoù ha da welet dañjer tro-dro dezho.
Sevenet eo bet ar stirad gant KON Satoshi ha santet e vez e doare da labourat e neuz an tudennoù met ivez en temoù hag en aergelc’hioù krouet. Evit a re a anavez e filmoù e c’hallo seblantout Paranoia Agent evel ul lec’h emgav evit e oberenn a-bezh. Efedus kenañ eo al lusk, start eo kompren pep tra a-wechoù (er fin dreist-holl pa gouez an traoù war zu an hunvre hag an ijin penn-da-benn) met plijus eo krouiñ al liammoù koulskoude ha mont war-raok gant an enklask. Dispar em eus kavet ar rann diwezhañ, speredek hag anat en ur stumm. Start eo kavout un haroz d’ar stirad abalamour e vez heuliet ur bern tud met n’eo ket grevus. Iskis eo ar roll-digeriñ, plijus ar sonerezh e kerzh ar stirad. Da vareoù zo e vo implijet teknikoù pe stiloù disheñvel evit kontañ istorioù (anat eo er rann 9 pa vez ar merc’hed o kontañ kaoz e traoñ ar ranndi). Pinvidik kenañ eo ar stirad-mañ, dedennus an istor, brav ar bevaat. N’eus rebet ebet d’ober dezhañ a-benn ar fin!
E japaneg em eus sellet anezhañ war chadenn Nolife a ginnige ouzhpenn un dra verr-verr evit digeriñ ha klozañ anvet “entremps sur le forum” gwelet e vez un toullad tud oc’h eskemm araok ha goude ar rann, dedennus kenañ e oa evit kompren levezon an dud o deus labouret war ar stirad (e-keñver senario pe bevaat pe me oar me) ha fentus ouzhpenn. Ur mennozh dispar!

Advertisements

3 Respont to “妄想代理人 Mōsō dairinin (Paranoia Agent)”

  1. A-du krenn ganit, kavout a ran ez eo oberenn meur Satoshi Kon. Kavet e vez enni ur bern soñjoù a vez adkavet en e filmoù all, pep lodenn gant un doare da gontañ hag un aergelc’h disheñvel.
    Menozioù Perfect Blue a vez kavet, met ivez reoù Millenium Actress pe Paprika (en dibenn). Gwelet e vez en deus bet c’hoant ar filmaozour lakaat pep tra en doa c’hoant e-barzh, ha se ‘zo ar pezh a gavan dreist.
    Ar rann 8 a zo an hini en deus plijet din ar muiañ a dra sur (diwar-benn ar emlazhañ) !

    • Ya, santet e vez levezon an holl oberennoù all a-benn krouiñ un doare klozadur. A-benn ar fin e kavan brav (zoken m’eo trist kenañ) e vefe e oberenn ziwezhañ ez-vev.
      N’afen ket da lâret eo e oberenn veur peogwir e oan bet skoet kalz muioc’h gant Perfect Blue da skouer (gwelet er sinema p’am boa 12 vloaz!) ha peogwir eo un oberenn zisheñvel eus ur film : kalz muioc’h a dud o deus kenlabouret war ar raktres hag all met un oberenn dreist eo memestra! Ya, ar rann 8 em boa kavet dreist ivez. Ar c’hwec’hvet em boa kavet nec’hus kenañ (pa vez komprenet perak e c’houlenn bezañ galvet Oni-chan gant ar gisti…) hag an eil a oa dedennus-tre evit diskouez ar bec’h a vez lakaet war skolidi bihan. (Yuichi a lakae ac’hanon da soñjal e Kira e barzh Death Note! ^^) Tu vefe da lârat ur bern traoù diwar-benn pep rann e gwirionez… !

  2. […] ma kaoze eus traoù sirus a-wechoù!), fromus ha brav, n’eo ket a live gant Cowboy Bebop pe Paranoia Agent marteze met plijus-tre eo! C'hoant da rannañ?E-giz-mañ :PlijusBe the first to like […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: