Olive Kitteridge

Ul levr speredek kenañ eo Olive Kitteridge. (Marteze n’eo ket evit netra en deus bet priz Pulitzer al Lennegezh e 2009!)
Dija, n’eo ket anat lârat m’eo un dastumad danevelloù pe ur romant. Lakaomp eo un dastumad danevelloù hag a grou ur romant. Kontet e vez bep tro istorioù tudennoù disheñvel, da vareoù disheñvel. N’eus ket ur red resis met un dudenn a zo boutin d’an holl istorioù : Olive Kitteridge. Ur plac’h rust, pounner (a gorf). Ur plac’h evel forzh piv, he foltred a vo livet a-hed al levr dre sell tud all a vev e memes kêr : tud bet skolidi dezhi (kelennerez matematik spontus ar skolaj eo bet), he gwaz, amezeien, tud a ra war dro ur stal bennak hag all. A-wechoù eo gwann he ferzh en istor met ordin e vo pouezus evit kompren anezhi. Olive Kitteridge a ginnig ivez poltred ur mare hag ul lec’h er Stadoù-Unanet : ur gêr vihan er Maine, gant ul lusk sioul ha tud simpl. Ul levr a lak da brederiañ war ar vuhez dre vras eo : an darempredoù koublad, an doare da sevel bugale hag an darempred ganto ur wech int deuet, ar gozhni hag all. Un tamm evel ma ra ar stirad Six Feet Under e lak da brederiañ diwar-benn piv omp ha petra a fell deomp. Brav eo e-keñver stil, brav eo e-keñver istor. Anzav a ran bezañ bet fromet gant al levr-se, war-nes da ouelañ er fin, pas peogwir eo trist pe e echu fall met peogwir e oa gwirion ar santadoù diskrivet, gwirheñvel an hollad hag e oan un tamm trist o laoskel Olive Kitteridge.

Advertisements

2 Respont to “Olive Kitteridge”

  1. […] et Isabelle, ur romant bet embannet e 1998 er Stadoù-Unanet, nevez zo. Plijet bras e oan bet gant Olive Kitterdige setu ‘m eus bet c’hoant da zizoloiñ ar romant-mañ. Mamm Amy eo Isabelle. Bevañ a […]

  2. […] Dizingal ‘m eus kavet abalamour da se. N’eo ket ken kreñv poltred Hattie hag a oa hini Olive Kitteridgeme gav met dedennus-tre eo gwelet poltred ur familh, plas an dud du a-hed ar c’hantved e […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: