Dielloù evit Here, 2011

Paul

Posted in Filmoù on Here 31, 2011 by geekezig

Paul a zo ur film amerikan sevennet gant Greg Mottola (en deus bet sevenet Superbad) ha savet adalek ur senario skrivet gant Simon Pegg ha Nick Frost a c’hoari er film.
Daou saoz, geeked klasel, a ra ur veaj d’ar Stadoù-Unanet : mont a reont d’ar C’homic Con ha goude-se d’ober tro al lec’hioù brudet tro-dro d’an traoù treoabl (zone 51, Roswell hag all). Dre zegouezh e kejfont gant Paul, ur boud treoabl ha sikour a refont anezhañ da dec’hout, abalamour e vez klasket war e lec’h gant servijoù kuzh ar gouarnamant amerikan.
Ur film fentus gant kalz daveoù d’ar filmoù skiant-faltazi eo. Souezhet brav on bet gant Paul a zo graet mat (efedoù ispisial niverel a-hed ar film) hag ivez gant an daveoù, ar fent, hag an eiltudennoù plijus-tre hag an aktourien dre vras (Jason Bateman, Kristen Wiig hag all). Ur film plijus evit ar geeked ac’hanomp!

Nozvezh “nanard”

Posted in Filmoù on Here 30, 2011 by geekezig

Ur mignon en deus bet c’hoant krouiñ ur c’honkour a-benn sellet ouzh filmoù nul. Ret eo degas ur film nul hag a vo notennet gant ar sellerien. Notennoù etre -5 ha 5 a vez lakaet.
C’hwitet ‘m eus war un toullad filmoù peogwir e c’hoarvez an traoù-se e Sables d’Olonne. Raptor ha Dracula 3000 a oa bet sellet e-kerzh ar sizhun da skouer.
Digwener ez eus bet aozet un nozvezh nevez. C’hwitet ‘m eus war ar film kentañ, Ninja Invasion (hag a oa e gwirionez ur film all : Lethal Ninja!), amzer din erruout goude ma labour met deuet on a-benn da welet an tri all a zo bet sellet e-kerzh an nozvezh…

Ghoulies III

Eh, dipitus un tamm. Hegaset am eus an holl evit ma vefen gortozet a-benn sellet ar film-mañ a seblante bezañ un doare Gremlins nul. A-benn ar fin n’eo ket dres ar memestra. Tri loen drol a vez galvet en ur lenn a vouezh uhel ur frazenn a vez kavet en un doare levr (a seblant bezañ ul levr bannoù-treset doare comics kentoc’h) goude-se e lakaoe an tri loen (vil euzhus) reuz e pep lec’h. Hegasus eo peogwir e kaoze kalz ar ghoulies. Mod all ez eus aergelc’h ar skol-veur (Ghoulies goes to College eo anvet e YO) ha tremen a ra dres e-pad ur sizhunvezh farsadennoù etre “tiez”. Treuzkompren a vo eveljust ha kalz merc’hed e noazh ivez! Ha tud lazhet met den na seblant re spontet gant-se. Skuizhus spontus eo a-benn ar fin ha n’eo ket fentus-tre. 1 ‘m eus lakaet dezhañ.

Frankenfish

Emañ n’eo ket ur gwir nanard, met ur film skinwel a vez skignet goude-merenn un tamm, “serie B” pe Z… Kavet e vez korf ur pesketaer lazhet gant ul loen iskis. Ur mezeg arbennig war ra c’helannoù a vez kaset da welet gant sikour ur biologourez. Kejañ a refont gant ur gumuniezh iskis un tamm a ziskouezo dezho ur vag dilezet o tont eus Sina. Komprenet e vo neuze e teu al loen eus ar vag-se…
Iskis-tre eo ar film peogwir eo gorrek spontuuuuus al lusk. N’eus tost netra o tremen araok an 20 munut diwezhañ hag ar “re drouk” a erru e-kerzh ar pemp munutenn ziwezhañ pe dost (an den en deus gourc’hemennet al loened kemet-se hag e implijidi). D’ar mare-se e krog pep tra da darzhañ hag al loen(ed!) da dagañ. Domaj eo e vefe ken nul an efedoù ispisial. Un tamm a zo dispar a zo pa vez lazhet ar biologourez. Mod all n’eo ket gwall zedennus… N’eo na fentus na seksi kennebeut.
D’am soñj em eus notennet “maez” abalamour ne oa ket ur nanard met soñj ‘m eus e felle da unan bennak e vefe notennet memestra neuze moarvat ‘m eus lakaet 0 pe -1 peogwir e kaven hir spontus ma amzer memestra.

Stormquest

Stormquest a oa sañset da vezañ ar film un tamm erotek en nozvezh. A-benn ar fin n’eo ket tamm ebet (e gwirionez, n’eus NETRA) met neuze mod all ez eo ur gwir nanard betek penn. Kregiñ a ra ar film diouzhtu pa vez lañset an DVD, filmet eo forzh penaos, gant sonerezh ha trouzioù droch. A-bell ar film gwellañ en nozvezh gant frazennoù dispar (“ça valait le coup, gras double!”) hag all. En ur gêr bennak ez eus merc’hed hepken, rust awalc’h eo ar justis avat ha tamallet e vez c’hoar an harozez peogwir he deus ur c’haredig. Merc’hed all a zo tamallet evit torfedoù all ha tec’hout a reont holl. Kavout a reont ur strollad paotred dieub a oa bac’het e kastell ar rouanez a implij-hi ar baotred evel sklaved. Un toullad emgannoù a vo neuze hag all hag all, ar farsadennoù a zo lakaet en a-raok gant trouzioù “poiñ poiñ poiñ” un tamm, cheuc’h betek penn. Bon eveljust n’eo ket a live uhel nag an istor, na netra (er c’hontrol zoken) met klotañ a rae kement gant ar pezh e oamp en gortoz eus un nanard m’eo bet notennet dispar gant an holl. 4 eus ma zu.

^^

Setu, ur sapre nozvezh me lâr deoc’h!

Bride Stories 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Here 30, 2011 by geekezig

Bride Stories a zo ur manga dic’hortoz. Tresadennoù resis ha brav, gant dilhad brav ha kalzig loened hag un aergelc’h ne vez ket alies er bannoù-treset. Tremen a ra an istor e Mongolia, e-touez klanoù er menezioù, tud a sav deñved, hag all hag all. Ar benndudenn a zo ur plac’h 20 vloaz a vez dimezet d’ur paotr yaouank 12 a vo rener e glan da c’houde. Doareoù un tamm iskis a zo gant Amir, gouzout a ra mont war varc’h, gwaregata, chaseal hag all. Emrenn kenañ eo ha plijus-tre da heul neuze. Tener ha brav eo he darempred gant he gwaz ha sioul awalc’h eo ar vuhez a-benn ar fin. Eveljust e vo degouezhioù spontus o tont dre ma fell d’he breudeur terriñ an dimeziñ evit ma timezfe gant den ur c’hlan all a-benn ar fin. Ret e vo dezhi kaout ur bugel neuze…
E gwirionez on bet plijet-tre gant an istor-se, hast ‘m eus lenn al levrennoù o tont!

Opium Poppy

Posted in Levrioù with tags , , on Here 27, 2011 by geekezig

Ral eo em befe kemend-all a boan o vont e-barzh istor ul levr… Dipitet on un tamm ganin ma-unan peogwir em boa klevet kalz vad diwar-benn al levr-se, zoken m’eo start an tem.
Kontet e vez istor Alam, ur paotr bihan bet bugel soudard en Afghanistan hag a zo bremañ e Pariz en un ti repu evit bugale o tont eus broioù all.
Ar prantadoù en ti repu gant Diwani ar plac’hig tutsi da skouer em eus kavet splann ha dedennus, met n’int ket niverus tamm ebet keñveriet gant an eñvorennoù en Afghanistan. Ne teuen ket a-benn da zaolenniñ tamm ebet ar pezh a dremene nag an dud, evel kousket e oan e-pad ar prantadoù-se. Daoust hag eñ eo graet a-ratoz, evel pa vezer difrom dirak skeudennoù brezel en tele e-kerzh ar c’heleier? N’ouzon ket, met jenet on bet spontus. Ouzhpenn-se e oa kalzig tudennoù hag em boa poan o heuliañ piv e oant (un den all anvet Alam a oa en e vilajenn da skouer, komprenet em eus er fin tout kazi e oa e vreur!). Dic’houest on da lavarout ar pezh a dremen a-benn resis a-benn ar fin, un doare koumoulenn kronologel hollek a zo sklaer awalc’h gant luc’hedennoùigoù resis, met arabat goulenn re diganin. Ar fin tout ‘m eus kavet strakus awalc’h met n’on ket bet fromet tamm ebet abalamour d’an nebeut em eus heuliet eus buhez Alam a-benn ar fin.
Marteze n’eo ket graet seurt lennegezh evidon, pe neuze ne oa ket ur mare mat evit lenn istor Opium Poppy. Piv oar…

Ur gerig hepken…

Posted in Stlabez with tags on Here 24, 2011 by geekezig

Evit lârat eo sioul an traoù er mare-mañ. Lenn a ran Opium Poppy met un tamm poan ‘m eus, kenderc’hel a ran gant L.A. Noire, tost echu stumm simpl Ocarina of Time 3D, gourc’hemennet Layton 4 e stumm amerikan ha rakprenet Skyward Sword (ar stumm collector eveljust)…
Hag ouzhpenn-se emañ film Tintin o tont er-maez! Nag a draoù…
Ne lakain netra nevez en deizioù o tont peogwir e vin warc’hoazh e Londrez evit abadenn european 25 bloaz Zelda. (araok an droiad vedel e 2012, met dre ma n’ouzer ket pelec’h e vo abadennoù…)
^^
Fangirl emit-hu? Hañ! ^^
Official The Legend of Zelda 25th Anniversary Symphony

La belle mort

Posted in Levrioù bannoù-treset on Here 19, 2011 by geekezig

Kregiñ a ra La belle mort gant un den, e-unan penn en ur gêr zistrujet. Klask a ra boued met kendrec’het eo emañ e unan er bed. Un digoradur a echu en un doare iskis evit kinnig deomp ar strollad tud a vo heuliet en istor. Tri faotr a bourmen o klask boued abaoe ur pemp bloaz bennak. Marv eo an dud, dilezet ha dismantret ar savadurioù. Chom a ra amprevaned a-vil-vern ha dreist-holl amprevaned divent. Un istor deñval awalc’h eo neuze, gant un aergelc’h savet mat a-drugarez da dresadennoù savadurioù ha gweledvaoù kendrec’hus-tre. Fent a zo un tammig memestra. Heñvel eo un tamm tresadennoù Mathieu Bablet eus reoù Zac Gorman a blij din hag un istor eus filmoù “fin ar bed” amerikan. Ur souezhadenn vrav!

Night on Earth

Posted in Filmoù on Here 19, 2011 by geekezig

20 vloaz eo Night on Earth, ur film savet gant Jim Jarmusch. N’en deus ket koshaet re fall avat. Un heuliad filmoùigoù eo kentoc’h eget ur film bras : heuliet e vez pemp taksi e pemp kêr er bed : Los Angeles, New York, Pariz, Roma ha Hellsinki. Ne ‘vo liamm ebet etrezo estreget un dalenn gant horolajoù war ur voger.
Fentus awalc’h eo met e pep istor ez eus traoù start pe tristig a lak an hollad da vezañ sirius a-walc’h a-benn ar fin. N’eus lodenn ebet em befe kavet gwelloc’h eget unan all, pep hini en deus e berzhioù plijus. Un tamm pounner ‘m eus kavet hini Roma marteze a zo gros ar fent hag ar c’hoari un tamm, met war memestro eo heñvel eus ar pezh a vez gwelet e filmoù italian ingal. Ur film plijus eo, na vez ket kavet hir abalamour e kont istorioù a bep seurt, un nozvezh e taksioù ar c’hornog…

%d bloggers like this: