Misfits – bloavezh 1

Ur stirad saoz eo Misfits. C’hwec’h den yaouank a rank kemer perzh e labourioù a laz hollek goude bezañ bet tapet evit un torfed bennak. E kerzh an deiz kentañ e vo un arnev spontus a cheñcho pemp anezho. Tamm-ha-tamm e tizoloont o deus galloudoù abaoe ar mare-se, liammet gant o fersonelezh dre vras.
C’hwec’h rann (50 munut) a zo er bloavezh hepken, sellet e vez buan neuze. Fentus kenañ eo hag un aergelc’h ispisial a zo dre ma vez pep tra o c’hoarvezout en un ti karter dilezet, pell eus pep tra, evel ma vefe ar strollad e maez ar gevredigezh. N’ouzer ket re pelec’h e tremen, ur gêr e Bro Saoz. Pep tudenn a zo sklaer : ar paotr lent, an hini beg-bras, ar plac’h koant, ar plac’h groz, ar sportour. Tamm-ha-tamm e vez komprenet int luzietoc’h eget ar pezh a ziskouezont avat.
Filmet brav eo gant ur stil 28 days later a gavan ha pouezus kenañ eo ar sonerezh (pop rock saoz dre vras). Ur stirad fentus, efedus, gant ur bersonelezh ispisial.

Advertisements

Ur respont to “Misfits – bloavezh 1”

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: