Cent portes battant aux quatre vents

Kregiñ a ra pep-tra pa c’houlenn he merc’h digant Brynhildur prenañ ur “diaveler”. E Pariz emañ ha soñjal a ra en he yaouankiz bet tremenet er gêr-mañ. Goude un abadenn c’hoari daou gant paotr ar stal e krogo da gaout soñj eus pep tra a zo bet c’hoarvezet ganti hag hec’h “istor karantez” gant ur c’helenner skol-veur, ur gresian. D’ar mare-se eo kroget da vevañ gant ar paotr a vo he gwaz…
Anat ne c’hoarvez ket kalz a dra er romant-mañ. Ur romant diwar-benn ar melkoni, an amzer dremenet, ar pezh a felle deomp an traoù mat a zo c’hoarvezet en un doare dic’hortoz. Diskrivet brav-tre eo, evel an eñvorennoù splann kenañ hon eus a-wechoù eus un darvoud en deus skoet ac’hanomp. Un tamm goullo eo memestra ha da vareoù zo e vezer kentoc’h o prederiañ diwar-benn darvoudoù heñvel eget o heul red an istor…
Ur sapre goulenn am eus memestra (n’en deus ket kalz tra da welet) goude bezañ lennet ar romant-mañ : penaos eo posupl d’ur plac’h kemer anv he gwaz p’eo eñ islandat ? Poan ‘m eus o kompren, met sur on n’eo ket Catherine mab Eyjolf…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: