Ergo Proxy

 

Ergo Proxy a zo un anime japanat bet skignet adalek 2006. Ar studio Manglobe en deus graet war-dro. 23 rann a zo.
Kregiñ a ra an traoù e Romdo, ur gêr vras dindan un doare golo. Peurrest an Douar a zo marv ha sañset kontamet gant kleñvedoù-red spontus. Ar vuhez e Romdo a zo bravik awalc’h neuze, betek ma vefe taget ar robotoù gant ur virus anvet Cogito a lak anezho da veizañ o fersonelezh. Muntroù a c’hoarvez e Romdo hag ouzhpenn-se ez eus ivez ur boud iskis, ar Proxy, a oa dindan gwarez ar gouarnamant, o vale e Romdo…
Re-l Mayer, merc’h-vihan rener ar gêr hag ezel eus ar servij surentez a grog gant un enklask neuze. Buan e verzo ez eo liammet pep tra gant un implijad anvet Vincent Law, un den en deus tec’het Mosk, un envroad.
Vincent Law a zaio war roudoù e amzer dremenet e Mosk gant sikour un autoreiv (anv ar robotoù) kontamet, Pino.
Luzhiet awalc’h eo displegañ istor Ergo Proxy ha n’em eus ket c’hoant da gontañ re mod all e vo diskuilhet re a draoù diwar-benn an istor ganin. Un anime postcyberpunk eo ha ginnig prederiañ diwar-benn “denelezh” ar robotoù met ivez diwar-benn ar “pal” a vefe d’ar vuhez, ar frankiz da zibab hag all. Dedennus eo neuze. Bravig eo tresoù an tudennoù (estreget marteze Daedalus a soñje din e oa ur plac’h e-pad ur pemp pe c’hwec’h rann bennak!) hag a galite ar bevaat : ur meskaj 2d ha 3d met ne vez ket merzet re an diforc’h, ne seblant ket an tammoù 3d plantet e-barzh en un doare disoutil.
Ar roll-digeriñ ha serriñ a zo plijus (Kiri gant Monoral ha Paranoid Android gant Radiohead) ouzhpenn. Plijet en deus din ar fin a c’hall bezañ komprenet e doare disheñvel hervez personelezh pep hini. Ul lusk gorrek awalc’h a zo gant an anime (ket er penn-kentañ met adalek ar pempvet pe c’hwec’hvet rann lakaomp) a glot mat gant ar prederiadennoù a vez meneget. Un div pe deir rann bennak “maez an istor” a zo, evel ma vez alies en animeoù, met fentus awalc’h int.
Ergo Proxy a guzulfen d’ar re a zo dedennet gant an istorioù skiant-faltazi diwar-benn an naouenegezh artifisiel kentoc’h.
Un dra dibar a zo d’an anime-se : tudenn Pino, dispar a-hed an istor, un doare Ed (Cowboy Bebop) a-fed perzh en istor (plac’hig fentus koa), moutig ha fentus, ur spont.

Advertisements

Ur respont to “Ergo Proxy”

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: