Dielloù evit Gwengolo, 2011

Sherlock Holmes et le Nécronomicon 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gwengolo 28, 2011 by geekezig

Warlene e oa kroget rummad “1800” Soleil gant Sherlock Holmes contre les vampires de Londres. N’em eus ket bet tro d’e lenn c’hoazh. N’eo ket dre ret jenus evit lenn Sherlock Holmes et le Nécronomicon met un toullad daveoù a zo  memestra ha diskuilhet e vez traoù ‘zo a dremene en istor araok. Evel boaz e vo div levrenn. Sherlock Holmes en deus divizet mont da veajiñ war vourzh ur vag, pell eus Londrez. Buan awalc’h koulskoude e vo ret dezhañ distreiñ. Merzout a ra eo be lazhet an holl dud a c’halle reiñ titouroù dezhañ e straedoù Londrez. Buan awalc’h e vo gwelet piv a zo a-dreñv an torfedoù-se, un enebour a rankfe bezañ marv hag a glask an Nekronomikon evit “distreiñ” penn-da-benn. Echuiñ a ra al levrenn en un doare spontus awalc’h ha n’ouzon ket re penaos e vo diskoulmet an traoù! An tresadennoù a zo klasel hag efedus, plijus eo da lenn.

Advertisements

Le Fauteuil du Diable

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gwengolo 27, 2011 by geekezig

Alberto Militelli a zo o vevañ e Roma. Lakaat a ra da grediñ en deus galloudoù a bep seurt evit gounit arc’hant ha bezañ anavezet e-touez an noblañs dre lidoù satanek hag all. En XIXvet kantved e tremen istor Le Fauteuil du Diable.
N’eo ket re fall an tresadennoù met divlaz ken-ken eo al livioù ha domaj-tre eo (tu vefe bet da grouiñ un aergelc’h nec’hus d’am soñj ganto). Da c’houde ez eus ul lusk iskis, cheñchamantoù lec’hioù trum, kavet em eus start-tre heuliañ red an istor. N’eo ket re luziet koulskoude met ur wech echu al lennadenn e seblant un tamm dibal an istor. Hegaset on bet ouzhpenn-se gant an tech lakaat frazennoù tennet eus lennegezh, me oar awalc’h eo an Diaoul a gont an istor met perak bezañ ken pompadus?

Alibi 2

Posted in Kelaouennoù on Gwengolo 27, 2011 by geekezig

Lennet em eus a-benn ar fin eil niverenn Alibi (gant dale neuze rak ar pempvet a zeuio er-maez a-benn nebeut ma ‘m eus heuliet mat pep tra…).  Nebeutoc’h a gudennoù maketenniñ a oa en niverenn-mañ, met ar peg a zo fall c’hoazh!
Mod all a-fed danvez ez eo dedennus-tre an teuliad diwar-benn an “darvoudoù lieusseurt” er mediaoù. Ur pennad-kaoz a zo gant James Ellroy (provok penn-da-benn!) hag unan gant ur plac’h a studi ar gwad “evel Dexter”! Beajet e vo betek Oslo (met n’on ket bet ken kendrec’het ha ma oan bet gant Dinedin ar wech diwezhañ), skeudennoù brav a zo bepred hag an alioù bihan er fin. Lizhiri a zo ivez evel m’eo an eil niverenn. Graet em eus ar sekred kegin ivez, n’eo ket fall (met peadra evit 6 den ha n’eo ket 4!). Kalz muioc’h a draoù a zo eveljust hag ul lennadenn blijus eo bet ur wech ouzhpenn!

Les Invincibles – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Gwengolo 26, 2011 by geekezig

Les Invincibles a zo ur stirad gall savet diwar ur stirad kebekat. Produet eo gant Arte ha skignet eo bet gant ar chadenn-se ivez. Eizh rann a zo er bloavezh kentañ. Kontet e vez istor ur strollad mignoned tro 30 vloaz : FX, Vince, Mano hag Assan. Divizout a reont sinañ un doare emglev evit rediañ anezho da zilezel o doare buhez a gavont hegasus ha profitañ neuze muioc’h eus ar vuhez. Kregiñ a ra neuze gant ar fed reiñ o sac’h d’o mignonezed. Da c’houde e c’hoarvezo un toullad traoù liammet gant o endro, mignonezed zo o klask dial hag all. Ar pezh a oa sañset da vezañ un emglev evit dieubiñ ar baotred a vo kentoc’h un doare trap a redio pep hini da gontañ gevier ha da drubardiñ ar re all…
Assan a dres ur rummad bannoù-treset gant ar pevar faotr e-giz super-harozed, evit lodenniñ ar rann e vo gwelet prantadoù e doare un dresadenn-vev. N’eo ket dispar an tammoù zo siwazh. Da vareoù zo ivez ez eus tammoù e doare un atersadenn evit gouzout petra soñj pep hini eus mont en-dro en emglev hag all. N’eo ket displijus an tammoù-se met jenet e oan un tamm gant ar stumm dre ma na vez ket komprenet piv a zo o filmañ na netra. Gwelloc’h e vefe bet din e vefe sklaer ha plaen pep tra. Mod all n’eo ket fall ar stirad, kalz fent a zo ha kendrec’hus-tre eo ar baotred kement hag an tudennoù tro-dro dezho (mignonezed, familh hag all). Ar pezh en deus plijet kalz din ivez a oa e tremenfe Les Invincibles e Strasbourg. Gwelet e vez neuze tud voutin ha n’int ket parizianed ouzhpenn gwelet ur gêr vrav ha ral awalc’h er skinwel. N’eo ket gwellañ stirad ar bloaz a-fed ijin na netra met plijus eo da sellet ha n’eo ket fall dija evit ur stirad gall :p

Luigi’s Mansion

Posted in C'hoarioù video on Gwengolo 26, 2011 by geekezig

Luigi’s Mansion a oa e-touez ar c’hoarioù bet lañset gant benveg nevez Nintendo dek vloaz zo : ar Gamecube. Souezhet e oa bet kalz a dud o welet ne oa Mario ebet na netra. Er c’hoari-mañ e oa Luigi, breur bihan aonik Mario, an haroz. Hag ur c’hoari un tamm dic’hortoz e oa ouzhpenn….
Kregiñ a ra ar c’hoari gant ul lizher bet resevet gant Luigi : gounezet en deus ur maner en ur c’hoari. Mont a ra du-se neuze met n’eo ket dres evel m’eo sañset da vezañ…Leun a dasmantoù eo ar maner. Kejañ a ra Luigi gant un doare skiantour drol a lâr dezhañ en deus gwelet Mario un toullad deizioù zo. Ar maner-se a zo “nevez” ha bet krouet moarvat gant nerzh an tasmantoù. Ijinet en deus ar skiantour ur benveg evit tapout an tasmantoù : ur sunerez an hini eo. Setu ni kaset war roudoù Mario (evit e saveteiñ) en ur glask pep lec’h er maner. Kregiñ a ra an traoù gant dorioù resis a zo digor, ur wech tapet an tasmantoù er salioù-se e vo dibrennet reoù all betek ma vefe tu da vont pep lec’h er maner. Tasmantoù bihan a zo, met reoù vrasoc’h a zo ivez a c’houlenn ur preder bennak hag un doare ispisial evit tapout anezho.Ar salioù a zo teñval da gentañ, ret eo deomp “skornañ” an tasmantoù a-drugarez d’ul lamp godell ha goude ez eus tu da sunañ anezho (se ‘zo an doare klasel da dapout anezho met a-wechoù e vo ret skeiñ traoù warno hag all) betek ma vefe digresket o foentoù buhez ha miret anezho er sunerez. Ar sunerez a c’hall sunañ un tamm pep tra en ti evit kavout arc’hant, mein prizius, buhez. Ur galon 100 poent a zo gant Luigi ha digreskiñ a ra diouzhtu pa vez taget gant un enebour, mont a ra buan pa goll 15 poent en un taol a-wechoù! Ret eo diwall neuze.
Goude ur pennad e vo booed da glask ivez (50 en holl) ha tu a vo da implijout nerzh an tan, an dour, ar skorn gant ar sunerez evit dont da benn ouzh tasmantoù ispisial. Un aergelc’h plijus a zo er c’hoari, sonerezh a vez c’hwitellet da c’houde, fent hag un doare da c’hoari un tamm maez ar pezh a vez da gustum. Berr awalc’h eo ar c’hoari met n’eo ket anat ar boss fin! Ur wech echu ez eus tu da adkregiñ ar c’hoari gant ul live un tamm startoc’h ha traoù un tamm disheñvel (met n’on ket adkroget da vat evit ar mare). Bremañ ez eus tu da c’hortoz Luigi’s Mansion 2 a zeuio er-maez war 3DS ar bloaz o tont!

Fluide Glacial flingue les séries télé

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gwengolo 26, 2011 by geekezig

Piv na sell ket ur stirad amerikan ur wech ar mare? Dreist-holl er mare-mañ e vez komzet kalz diwar-benn-se, alies mat e vez pennadoù zoken er c’helaouennoù sinema evit komz eus kalite bras stiradoù zo a zo kazi gwelloc’h eget filmoù sinema. Ma, setu ne oa ket dre ret ur mennozh fall ober un doare dastumad evit ober goap un tamm eus ar stiradoù-se. Graet eo bet gant Fluide Glacial el levr-mañ. Istorioù-berr int neuze o komz diwar-benn ur stirad (Mad Men, Desperate Housewives, Lie to Me, Friends hag all.) evel boaz e seurt dastumadeg ez eus meur a live a-fed tresañ hag a-fed senario ha fent. Siwazh ez eus kentoc’h traoù etre ha fall awalc’h ha nebeut-tre a reoù vat. N’em eus ket kavet plijusoc’h an istorioù tro-dro d’ar stiradoù a anavezan eget ar re all na netra. E gwirionez e vank un dra bennak evit ma vefe dedennus al levr a seblant un tamm gwann a-fed awen.

Shä & Salomé : Jours de pluie

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gwengolo 26, 2011 by geekezig

Shä ha Salomé a zo ur c’houblad. Hi a ra war-dro bugale, blev ruz zo ganti met lârat a ra he deus blev melen (meleganez doare Venezia) ha sod eo gant ar c’hoarioù video. Eñ a zo ur c’hazh, butuniñ a ra ha klask a ra skrivañ un eil romant. N’emaint ket o vevañ asambles met tremen a reont kalz amzer e ti embenn pe egile. Debriñ a reont boued lipous en ur evañ banneoù te.
Skrivet eo bet ar senario gant ul levraoueger (merzet e vo d’ur mare bennak) ha treset gant ur plac’h yaouank gant ur stil dous ha moutig, a implij livioù dre zour brav ken-ken. A bep seurt istorioù a zo el levr, reoù en un dresadenn, “strip”-où, istorioù ur bajennad. Fent a zo met dreist-holl barzhoniezh hag ur santad teneridigezh. Ar santad “plijet en defe din skrivañ an istor-se” em eus bet a-hed ma lennadenn, ur gwir taol-from. Da lenn gant ur banne te tomm, gwastili bihan hag un dorchenn Totoro! ^^

%d bloggers like this: