Mein Führer – Die wirklich wahrste Wahrheit über Adolf Hitler

Miz Kerzu 1944, ne ya ket mat an traoù evit an trede Reich. Hitler ‘zo trist, ne gred ket ken en hunvre, Berlin a zo distrujet abalamour d’ar bombezadegoù. Goebbels a soñj ober ur pezh gouel gant ur brezegenn “evel gwechall” met ret eo kavout un doare coach evit reiñ lañs da Hitler. Soñjal a ra en aktour brudet Adolf Grünbaum, bac’het e kamp Sachsenhausen.
Ur gomedienn ispisial eo film Dani Levy. Tudenn Grünbaum a ginnig prederiañ war un den a c’hallfe cheñch red an istor met a soñj ivez e pezh a c’hall gounit evitañ hag e familh. Ulrich Mühe an hini a c’hoari ar perzh-se hag ul labour a-feson en deus graet. A-fed fent ez eus traoù fentus-tre met un tamm drol a c’hall seblantout, n’eo ket groz ar fent met un ton farserezh a zo, evel ur pezh-c’hoari. Plijus eo an hollad gant ur c’hlozadur a-feson (hag ur roll-klozañ un tamm spontus, gant tud “ar straed” o respont d’ar goulennoù “Piv e oa Hitler?” ha “Piv e oa Grünbaum?”) met un dra euzhus-mik a zo : fardañ tudenn Hitler. Heñvel eo eus ur boupinell eus ar Guignols. Kendrec’hus eo an aktour dre e vouezh met n’eus ket tu gant ar maskl euzhus war e dremm. Gwelloc’h vefe bet kaout un dremm un tamm disheñvel diouzh hini Hitler kentoc’h eget an dra-se! D’am soñj eo evit goapaat an den met trawalc’h a draoù all soutiloc’h (pe get) a c’hoarvez gantañ er film… Digomprenus evel dibab.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: