Mia et le Migou

Abaoe pell zo em boa c’hoant da welet Mia et le Migou. Plijet e oan bet gant La prophétie des grenouilles hag an istor-mañ, un tamm e doare filmoù Miyazaki a zedenne ac’hanon. Graet eo. Ifomet e oa an DVD a oa bet amprestet ganin el levraoueg siwazh setu e lamme kalzik ar film, dreist-holl en eil lodenn hag em eus c’hwitet prantadoù zo neuze.
Brav-tre eo tresadennoù Mia et le Migou, ur gwir aergelc’h a zo. N’on ket bet kendrec’het kement gant an istor avat. Ur plac’hig a ya da glask warlerc’h he zad, o labourat war ur chanter evit sevel un hotel cheuc’h er c’hoadeg trovanel. A bep seurt darvoudoù iskis a zo war ar chanter ha kaoz a zo eus un euzhvil…
Setu neuze evel boaz, kapitalourien drouk o klask distruj ur gweledva dispar a-benn gounit arc’hant. Ma, alies e ya en-dro hañ met poan ‘m eus bet o kavout e oa ur bersonelezh wirion d’an istor-se. Dizingal eo etre prantadoù torr-penn tud vras ha prantadoù fent bugel penn-da-benn. Start eo kavout e jeu. Ouzhpenn-se e oa iskis ar son : kreñv spontus ar sonerezh hag an trouzioù met kazi digomprenus ar c’homzoù. N’ouzon ket ma teue eus an DVD pe betra met torr-penn eo un tamm. Ar migoued a zo hegasus ouzhpenn, abalamour o deus un taol-mouezh ch’tit n’ouzer ket a belec’h e teu (oh, Dany Boon an hini a ra ar vouezh, na souezhus!). Ar pezh am eus kavet un tamm gros ivez e oa sevel un ton doare “la chevauchée des walkyries” ha lakaat anezhañ bep tro ma vez gwelet ur viñsaskell war ra skramm. Ma, n’eo ket gwall soutil koa. Domaj eo.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: