La Mecque-Phuket

La Mecque-Phuket a gont istor Fairouz, ur plac’h yaouank o studial e Pariz. Ur plac’h sirius-tre ha gant un ali diwar-benn pep tra. N’eus ket kalz tra blijfe dezhi a-benn ar fin. Met divizout a ra n’ouzer ket re perak lakaat arc’hant a-gostez evit profañ d’he zud ur pirc’hirinaj betek Mekka. Ur romant a seblant bezañ leuniet gant a bep seurt soñjoù (reoù dedennus-tre ha reoù all un tamm aeset ha zoken drouk) kentoc’h eget gant un istor. N’eo ket displijus da lenn, leun a fent eo met un tamm skuizhus eo an dudenn, dinervet gant pep tra tro-dro dezhi. Evurusamant e verz eo hegasus hec’h emzalc’h (lakaomp dek pajenn araok ar fin) hag e oa o troukomz eus an holl o vont war-raok pa oa hi o chom d’ober n’ouzer ket re petra… Ul lennadenn dudius ha setu tout.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: