Dielloù evit Eost, 2011

Fables 2 : La ferme des animaux

Posted in Levrioù bannoù-treset on Eost 30, 2011 by geekezig

Eil levrenn Fables a grog just warlerc’h al levrenn gentañ. Mont a ra Gwenn-Erc’h da welet tud ar c’hontadennoù a zo en “ti-feurm” : du-hont e chom an holl a zo heñvel ouzh loened pe n’hallont ket kuzhat en un doare dereat int disheñvel eus mab-den boutin. Met ne soñje ket dezhi e oa an tri femoc’h o prientiñ un doare dispac’h hag o sevel armoù a-benn distreiñ d’o bedoù diazez. E gwirionez e lak al levrenn-mañ da soñjal en ur gumuniezh krignet gant ur brezel diabarzh. Diskrivet mat-tre eo hag an daou “du” a seblant kaout abegoù logik. Chom a ra dudius ha fentus eveljust met un tamm preder a zo ivez. Plijus atav!

Advertisements

Les films maudits

Posted in Levrioù with tags , , on Eost 30, 2011 by geekezig

Dastumad “Les fiches de Monsieur Cinéma” e ti Armand Colin a blij din. Levrioù brav a ginnig dizoloiñ un toullad filmoù dre un tem. Hini ar filmoù “satanazet” ‘m eus bet tro da lenn a-bezh. Meur a doare film a zo : ar filmoù n’int ket bet echuet (abalamour da gudennoù amzer hag all), ar re a zo bet difennet, ar re a zo bet frammet en un doare start (ne oa ket a-du ar broduerien gant ar sevener, traoù a seurt-se), an aktourien varv e-pad ar filmañ hag ivez ar filmoù “satanazet” o-unan evel Rosemary’s Baby pe The Omen. Un toulladig a vez kinniget evit pep rann (un dek bennak) en urzh kronologel. Kavet e vo L’enfer eveljust, The Man Who Killed Don Quixote, Something’s Got To Give (film diwezhañ Marylin Monroe), Lola Montès, Apocalypse Now, Les Amants du Pont-Neuf hag ur bern reoù all. Pep film a zo diskrivet en ur bajenn pe ziv, petra ‘oa ar raktres petra ‘zo c’hoarvezet evel kudenn evit ma teufe da vezañ ur film satanazet hag all. Simpl-tre eo ha lennet e vez buan. Reiñ a ra c’hoant dizoloiñ ar filmoù n’on eus ket gwelet pe an teulfilmoù a zo bet savet diwar-benn ar re na vo ket gwelet biken. Eveljust e vefe tu da ober ur pikol levr gant an holl filmoù satanazet hag e seblant un tamm skañv emañ met kinnig a ra ur sellig evit kompren pegen start e c’hall raktresoù zo bezañ ha zoken penaos e c’hall tremen fall an traoù goude ar filmañ a-wechoù. Ha penaos e c’hall gwallzarvoudoù reiñ brud d’ar filmoù ivez, rak meur a wech eo bet un doare brudañ “digoust”.

Celle qui réchauffe l’hiver

Posted in Levrioù bannoù-treset on Eost 29, 2011 by geekezig

Celle qui réchauffe l’hiver a zo ur gontadenn. Awenet moarvat gant mojennoù inuit. Kontet e vez deomp penaos eo bet ganet Amaat e fin ur goañvez start-kenañ abalamour e oa bet dizoujet d’ar speredoù (bleidi, arzhed). Brav eo an istor hag un aergelc’h un tamm ispisial a zo a-drugarez d’an tresadennoù. N’int ket dre ret brav met un dra bennak a zo, ur spered, a glot gant an istor. N’eo ket anat kompren pep tra avat, da vareoù zo ez eus kalz traoù o tremen ha n’eo ket gwall sklaer. An hollad a vez komprenet mat avat hag a zo evel ur gontadenn vrav ha dous. Un dra zo am eus kavet souezhus a oa an dibab lakaat an tudennoù da gaozeal en un doare “a-vremañ” kenañ, gant gerioù groz ha tout. Un tamm kontrol d’ar santat kontadenn hollek met degas a ra fent, sur.

Monsters

Posted in Filmoù on Eost 29, 2011 by geekezig

Monsters a zo ur souezhadenn vrav. Seblantout a ra bezañ ur film spont diazezet war euzhviled hag n’eo ket tamm ebet a-benn ar fin. Un istor diwar-benn tud eo kentoc’h. Sam, un amerikanez yaouank a zo e Mec’hiko. Abaoe c’hwec’h vloaz ez eus boudoù iskis, treoabl er vro. Ul lodenn eus ar vro a zo “kontamet” hag a vez bombezennet bep bloaz gant arme ar Stadoù-Unanet. Ur gwallzarvoud a c’hoarvez e-lec’h m’emañ ar plac’h hag un den implijet gant he zad a vez kaset da gerc’hat anezhi. Ur gudenn a zo : daou devezh o deus evit distreiñ d’ar Stadoù-Unanet, goude-se ne vo doare ebet da vont du-hont e-pad c’hwec’h miz (prantad ar bombezadegoù). Daou amerikan int met rediet int da implij doareoù “maez lezenn” evit tizhout o bro, evel mec’hikaned a glaskfe envroañ er Stadoù-Unanet. N’eus kazi prantad birvilh ebet er film, ne vez ket gwelet an euzhviled kazi met koulskoude ez eus ur santad anken a-hed ar film. Plijus kenañ eo an div dudenn, a c’hallfe bezañ cliché spontus (ur skeudenner emgar hag ur paourkaezh plac’hig pinvidik) ha n’int ket, emdroadur o darempred a zo degaset mat. Brav spontus eo ar skeudennoù, labouret kenañ. Ar gweledvaoù a zo bamus. Ur gwir film speredek eo, savet gant nebeut a arc’hant implijet en un doare mat. Pa vez gwelet an euzhviled int graet brav. N’eus ket ezhomm da ziskouez kalz ma vez galloudus an nebeut skeudennoù gante… E gwirionez ez eo dres an doare film a ziskouez pegen mat e c’hall bezañ “filmoù bihan” keñveriet gant “euzhviled” divent Hollywood, pa vez soñjet mat ha honest.

Alamo 1 – En première ligne

Posted in Levrioù bannoù-treset on Eost 29, 2011 by geekezig

Plijout a ra din awalc’h dastumad “1800” an ti-embann Soleil peogwir e ginnig istorioù un tamm “giz-kozh” ha klok e div levrenn. Alamo a zo unan anezho. Displeget e vo deomp un tamm penaos e oa an traoù e 1836 : Texas a zo dindan beli ar mec’hikaned hag emgannoù a vil-vern a zo gant amerikaned eveljust. Alamo a zo diwallet gant amerikaned hag un emgann kriz (anvet emgann San Jacinto) a c’hoarvezo d’an 22 a viz Ebrel… (se ‘vo en eil levrenn moarvat).
Amañ ez eus kaoz dreist-holl eus Louis Rose, ur gall deuet da sikour an amerikaned ha Crockett, daou den gouest dabarrek gant o fistolennoù. An tu politikel a vez diskouezet dreist-holl.
Lennet e vez buan-tre ha n’eus ket kalz tra o c’hoarvezout (moarvat e vo kalz muioc’h en eil). An tresañ a zo klasel gall.
Dudius met netra dreistordinal.

Fables 1 : Légendes en exil

Posted in Levrioù bannoù-treset on Eost 28, 2011 by geekezig

Lennet em boa n’eus ket pell zo ur romant o tremen e bed Fables hag en doa plijet din. Deuet on a-benn da gavout ar bannoù-treset. E New York e tremen an traoù, e kumuniezh tudennoù ar c’hontadennoù a zo o vevañ aze hep na ouife den. Un deiz bennak e vez kav Jack (paotr e fav-glaz) ranndi Rozenn Ruz (c’hoar vihan Gwenn Erc’h) leun a wad hag a stlabez. Kregiñ a ra an enklask… Savet evel ur romant polis klasel, levrenn gentañ Fables a zo lusket mat ha plijus. Dizoloet e vez a bep seurt tudennoù (Belle hag an euzhvil, Gwilhoù ar bleiz, ar priñs hag all) ha kalz fent a zo ouzhpenn. Komprenet e vez un tamm petra ‘zo c’hoarvezet d’ar Rouantelezhioù a-drugarez d’un doare gouel broadel e koun al lec’hioù o deus ranket tec’hout. An tresadennoù a zo klasel ha simpl a-walc’h met efedus int, dreist-holl pa weler tresoù an tudennoù, a-wechoù e lakaont da soñjal e oberennoù Roy Lichtenstein un tamm.

Scénario Catastrophe

Posted in Levrioù bannoù-treset on Eost 28, 2011 by geekezig

Ur mennozh plijus awalc’h a zo e diazez Scénario Catastrophe. Alan a zo ur skrivagner brudet, a skriv istorioù spierezh ha traoù a seurt-se. E vreur Steven a zo eñ en arme amerikan, ne n’em glevont ket mat-tre… Pa varv Steven d’an 11 a viz Gwengolo 2001 eo diskaret Alan. E kerzh an interamant e teu un den iskis da gomz gantañ, kinniget e vez dezhañ kemer perzh en ur bodad. Ur bodad a ijinfe traoù spontus, dibosupl a-benn prientiñ ma c’hoarvezfe seurt traoù. Armoù nukleel nevez, kleñvedoù red hag all. Buan-tre e vo paouezet gant ar bodad. Kalz diwezhatoc’h e vo souezhet Alan o welet ez eus traoù ijinet gant ar bodad o c’hoarvezout. C’hoant en deus adkavout an izili all a-benn paouez tout ar senariooù o doa savet. Eveljust e vo an FBI ha tud all war o lerc’h… Un tamm luziet e teu an traoù da vezañ ur wech ma krogont d’ober tro ar bed evit paouez ar pezh o doa ijinet. Kazi re a voued a zo en istor a-benn ar fin ha kalzig traoù bet gwelet dija. An tresadennoù n’int ket dispar kennebeut. Ar c’hlozadur am eus kavet dispar avat.

%d bloggers like this: