Marvels

Komzet em boa n’eus ket keit-se zo eus L’oeil de l’objectif, en doa roet c’hoant din lenn ra Marvels kentañ. Deuet on a-benn d’en ober. El levrenn-mañ n’emañ ket re ar pouez war ar mediaoù met kentoc’h war sell an dud voutin war ar super-harozed : aon met ivez dedenn. Plijus-tre eo da lenn ha tu ‘zo da brederiañ war an doare ma wellfemp-ni seurt tud. Ur mennozh dispar eo Marvels. Ordin e weler an traoù dre sell ar super-harozed ha penaos ne vezont ket degemeret gant o endro. Met aze e weler sell tud voutin a n’em sant en arvar : penaos ober pa teu tud ken galloudus hag e c’hoarvez kement a draoù spontus. Pevar chabistr a zo en istor : unan diwar-benn The Human Torch, ezel ar Fantastic Four a dremen da vare an eil brezel bed, an eil a veneg an X-Men hag ar gasoni a sav en o geñver (padal eo nay an dud gant ar Fantastic Four ha The Avengers, a ra berzh evel aktourien pe sportourien vrudet). Goude-se e vo gwelet Silver Surfer ha reoù drouk all hag er fin tout e vo… marv Gwen Stacy. A bep seurt darvoudoù bras eus bed Marvel neuze.
An trede hini en deus plijet din an nebeutañ ‘m eus aon met ar reoù all ‘m eus kavet dreist. Ar meskaj gant Istor ar bed er chabistr kentañ, kejañ gant Maggie en eil hag istor fromus ar pevare… Plijus eo gwelet penaos e ya tudenn Phil war-raok, ur skeudenner leun a fouge er penn-kentañ, un den nec’het da c’houde hag un den hegaset gant ar fed ne vefe ket trugarekaet ar super-harozed gant mab-den pa vezont savetaet gante.
Brav spontus eo labour Alex Ross evit an tresadennoù ha speredek kenañ ar senario. Dizoloet e vez bed Marvel gant ur sell nevez.
An embannadur a zo ur gwir teñzor (ret eo lârat eo kêr spontus) : tu ‘zo da lenn “brouilhedoù” ar raktres ha penaos eo aet war-raok, ar skriptoù klok, tresadennoù labour, ul listenn eus an daveoù tennet eus istorioù Marvel resis, skridoù bihan gant a bep seurt tud (Stan Lee da skouer), ul lodennig diwar-benn labour Alex Ross (implijout a ra dreist-holl livaj met labourat a ra adalek skeudennoù tud) ha levezon Jack Kirby war e labour hag evel-just ar goloioù disheñvel. Ul levr dibar e pep keñver.

Advertisements

2 Respont to “Marvels”

  1. […] gwellañ labour Kurt Busiek (ma n’ho peus ket komprenet c’hoazh pegen bammet on dirak Marvels eo poent deoc’h dihuniñ ^^) met ur rummad dedennus a-walc’h e vo d’am soñj. An […]

  2. […] Daoust m’eo feal en ur stumm da pezh a c’hoarvez er c’homics (gwelet pennad Marvels ma fell deoc’h) ‘m eus kavet degaset fall kenañ ha ne oa ket fromus tamm-ebet. Ma. Ne […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: