The Pillars of the Earth

N’em eus ket bet tro da lenn romantoù The Pillars of the Earth skrivet gant Ken Follett met abaoe ur pennadig on souezhet ha dedennet gant ar berzh a seblant ober, ouzhpenn 20 vloaz goude bezañ bet embannet evit ar wech kentañ. Soñjet ‘m eus neuze e oa mat kregiñ gant ar stirad evit kaout un tañva eus an istor-se!
Da gentañ penn on bet bamet gant ar roll-digeriñ, doare hini Robin Hood (produet eo gant Ridley Scott ret eo lârat) hag efedus bepred.
Da c’houde, ret eo anzav ez eus un danvez dispar moarvat er romant dija : ur mare istorel un tamm tort (mare an Anarkiezh e Bro Saoz : brezel hêrez ~1140) gant itrikoù politikel (relijiel neuze) met ivez ur raktres bras, sevel un iliz-veur. Tro-dro da se, tudennoù a bep seurt, istorioù karantez, emgannnoù hag all. Ur rekipe dibar, ne vank netra!
Eizh rann a zo (1eur pep hini tamm pe damm) ha kontet e vez tro 40 vloaz, tudennoù a varv hag ar re all a goshaa.  N’em eus ket c’hoant da gontañ re diwar-benn ar pezh a c’hoarvez met anzav a ran on bet tapet raktal gant red an istor ha tout. Efedoù ispisial, dilhad, kinkladurioù a zo bet labouret kenañ hag a grou un aergelc’h krennamzerel a seblant gwir. An aktourien a zo plijus-tre ivez ha zoken an tudennoù drouk a zo dedennus ha “plijus” a-drugarez dezho.
Brav!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: