Nerdz – bloavezh 4

Diwallit tudoù, cheñchamantoù zo e pevare bloavezh Nerdz! Produet (ha savetaet) eo gant Ankama hag ul levezon en deus war ar stirad : kameraoù niverel ha galite uhel. Brav spontus eo ar skeudenn neuze.
Da c’houde en deus divizet ar skipailh paouez da filmañ e ti Davy Mourier setu e kuitaa ar strollad ar ranndi e lec’h ma tremene pep tra araok. Goude-se e vez santet mat ur c’hoant mont davet un dra bennak siriusoc’h a-fed skritur. Un toullad traoù en diavaez a zo, rannoù a ra dave da Indiana Jones pe Code Quantum hag all. Evit an tudennoù e vo kalz traoù o cheñch : Dark en do un darempred gant un amezegez tik gant ar c’hoarioù-video, Caroline a vo un tamm gwarizius met kavout a raio labour, Jérôme a vo kollet-mik klask a raio ober ur bern traoù disheñvel (slam pe filmoù da skouer).
Emaint o kreskiñ, zoken Régis-Robert a zo e karg eus e vilajenn! (met bon arabat farsal ne cheñch ket kement-se an traoù evitañ) Daoust ma n’eo ket fentus-tre ar bloavezh (met bon, ur bern traoù droch a zo memestra, n’eus ken nemet sellet ouzh ar rann gentañ!) em eus kavet pinvidik kenañ. Ret eo lârat eo bet filmet pep tra en ur miz bennak ha skrivet ar bloavezh en ur wech ha n’eo ket a-sizhun da sizhun hervez ar pezh a lâre an dud war ar rouedad evel ma oa araok. Un tamm michereloc’h an traoù neuze. Me ‘zo bet kendrec’het mat gant an hollad neuze, en em c’houlenn a ran ma n’eo ket ma bloavezh karetañ zoken! Ar rann gannet a zo dispar awalc’h (kanaouenn Jérôme a zo un tamm dipitus met bon) hag e gwirionez bamus eo an teir pe beder rann ziwezhañ. Un dibab mat o deus graet evit klozañ Nerdz.
Ul levrig yaoi (met n’eo ket soft) a zo er c’houfrig : Dark X Régis-Robert… Abalamour da se n’eo ket kuzuliet ar c’houfrig d’ar re dindan 16 vloaz! ^^” N’eo ket dreistordinal met un ouzhpennadenn fentus eo.
Skrammoù-dibab an DVDoù a zo fentus spontus gant ur robot sod (kenaozer komzoù!) ha kalzig traouigoù ouzhpenn a zo eveljust. Ouzhpenn-se eo bet sinet ma c’houfrig gant ar pevar aktour hag ur skritell em eus bet ivez ^^
Nerdz, kenavo!

Advertisements

Ur respont to “Nerdz – bloavezh 4”

  1. […] bihan a zo evel-just ivez) ha trist-tre ‘m eus kavet ar fin, gant memes blaz ha fin Nerdz a-benn ar fin. Santet e vez evel-just sorc’hennoù an aozer (gwarizi er skolaj, darempredoù […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: