La geste des chevaliers dragons – 12

N’ouzon ket hag eñ e c’houlenne lennerien La geste des chevaliers dragons kaout heuliad al levrenn gentañ. Anzav a ran ne oan ket. Met bon, dre m’eo ul levrenn dispar ha memestra diazez ur rummad plijus, perak ket? Ar golo ‘zo vil awalc’h (añfin ar plac’h, ar foñs a zo kentoc’h brav memestra) avat, domaj eo (koulskoude eo treset gant treser al levrenn gentañ just a-walc’h).
Bon neuze ya. Tremen a ra an traoù 15 vloaz goude darvoudoù Jaïna. Ellys a zo dimezet gant un dug bennak, met n’o deus bugel ebet. Familh an dug a glask lakaat anezhañ da derriñ an dimeziñ. Eus he zu, Ellys a zo prederiet bepred gant marv Jaïna ha keuz he deus eus an urzh. Un aerouant a vo en afer hag ober a raio Ellys war-dro ur strollad merc’hed yaouank evit deskiñ dezho en em gannañ ha tout. Un doare levrenn kañv eo neuze. Dudius eo, n’eo ket dreistordinal an tresañ met mont a ra, met gwir eo goude bezañ lennet al levrenn 11 e seblant un tamm divlaz pe un tamm simpl kentoc’h. Ma!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: