Taking Off

Taking Off a zo film kentañ Milos Forman er Stadoù-Unanet. Da gentañ tout e felle dezhañ ober ur film diwar-benn an hippied met ne oa ket gwall dedennet ganto a-benn ar fin. Deuet eo neuze da vezañ ur film diwar-benn ar re yaouank a dec’h kuit met gwelet dre sell an dud vras a glask war lerc’h o bugale. Ur mennozh plijus. Ha n’eo ket fall an disoc’h, an tammoù gant an dud vras a zo e gwirionez dedennus ha savet mat. Ur beeeeeern tammoù gant tud o kanañ (ar verc’h a dec’h evit mont da dremen un doare casting bennak) ez eus siwazh ha na zegas netra evidon hag a dorre lusk ar film. Moarvat ez eus un dra bennak da gompren met ne oan ket kizidik tamm ebet d’al lodenn-se. Dizingal em eus kavetar film neuze hag anzav a ran n’on ket bet kendrec’het penn-da-benn. Ma.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: