Bored to Death

Ur stirad iskis skignet war chadenn HBO eo Bored to Death. Ur stirad fentus an hini eo. Jonathan a vez dilezet gant e vignonez abalamour e ev re a win gwenn ha ne ra ket trawalc’h a draoù (labourat a ra war e eil romant abaoe pell spontus). Divizout a ra lakaat ur bruderezh war ar rouedad : bezañ enklasker prevez evit tud o defe ezhomm. Adalek neuze e vo goulennet sikour digantañ gant a bep seurt tud. Eveljust e c’hoarvez traoù droch e kerzh an enklaskoù hag e tispign muioc’h a arc’hant eget na c’hounez hag ingal e vez tapet gant ar fliked ouzhpenn. En e “droioù-kaer” e kas e vignon Ray, tresour bannoù-treset hag a-wechoù George, e “rener”, e penn ur gelaouenn hag un tammig iskis. Rannoù un hanter-eur int hag ar bloavezh kentañ a zo eizh rann hepken. N’eus ket amzer da straniñ neuze, enklaskoù, klask dedennañ Suzanne en-dro ha setu tamm-pe-damm ar pezh a c’hoarvez. Fentus-tre eo, un aergelc’h plijus hag un tammig n’eus forzh petra zo gant Bored to Death. Ar roll-digeriñ a zo DREIST ivez. Ur souezhadennig blijus!

Advertisements

4 Respont to “Bored to Death”

  1. Roet ‘peus c’hoant din sellet ouzh ar serienn-mañ. ‘An da furchal vit kavout ne’i

  2. […] mat e oa din sellet ouzh heuliad Bored to Death un deiz bennak! Ar pezh a zo c’hoarvezet ganin ur wech diouzh an noz o soñjal e oa re […]

  3. […] lenn ivez : ali Geekezig war ar bloavezh kentañ hag an […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: