Dielloù evit Gouere, 2011

A Lollypop or a bullet – 2

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gouere 31, 2011 by geekezig

Spi em boa en ur stumm e vefe A lollypop or a bullet un istor faltazi. N’eo ket tamm ebet. Goude ul levrenn gentañ kevrinus ha gant un aergelc’h trist e vez en eil un aergelc’h feulz. C’hoarvezout a ra ur bern traoù spontus (meur gwirheñvel memestra) ha kreñvoc’h kreñvañ eo ar santad digenvez a zo gant an div harozez. Kregiñ a ra an harozez da sellet un tamm tro-dro dezhi hep bezañ ken pennek hag a-raok met a-benn ar fin e vo start dre ma welo tuoù fall ur bern tud. Un istor dedennus-tre eo, ur manga berr met efedus ha brav zoken ma ne echu ket mat penn-da-benn. Un dizoloadenn a-feson.

Les petites histoires viriles

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gouere 31, 2011 by geekezig

Ne heulian ket kalz a “vlogoù BT” a-benn ar fin hag anzav a ran diouzhtu n’anavezen ket hini Jéromeuh. Kavout a raen fentus avat lenn istorioù fentus diwar-benn buhez pemdez ur paotr heñvelreviad. Seblantout a rae din bezañ un tamm ‘maez diouzh ar pezh vez lennet da gustum war ar rouedad. Skañv eo tresadennoù Jéromeuh, leun a livioù. N’eus ket kalz a labour war an endro, an tudennoù a zo a-bouez. Istorioù ‘zo ha zo fentus, kavet mat, kontet mat. Reoù all n’int ket kemen.
Ar pezh em eus kavet un tamm torr-penn gant an dastumadenn-mañ ez eo e vez lennet re vuan. N’eo ket bet labouret kalz war an dibab istorioù (pe neuze ne vez ket merzet!) rak a-benn ar fin e vez ordin un tamm memes traoù. (Romantelezh, koublad traoù ha seurt-se) Daoust hag e vo levrennoù all gant istorioù un tamm disheñvel ? N’ouzon ket, met n’on ket bet kendrec’het gant Les petites histoires viriles

Marvels

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gouere 29, 2011 by geekezig

Komzet em boa n’eus ket keit-se zo eus L’oeil de l’objectif, en doa roet c’hoant din lenn ra Marvels kentañ. Deuet on a-benn d’en ober. El levrenn-mañ n’emañ ket re ar pouez war ar mediaoù met kentoc’h war sell an dud voutin war ar super-harozed : aon met ivez dedenn. Plijus-tre eo da lenn ha tu ‘zo da brederiañ war an doare ma wellfemp-ni seurt tud. Ur mennozh dispar eo Marvels. Ordin e weler an traoù dre sell ar super-harozed ha penaos ne vezont ket degemeret gant o endro. Met aze e weler sell tud voutin a n’em sant en arvar : penaos ober pa teu tud ken galloudus hag e c’hoarvez kement a draoù spontus. Pevar chabistr a zo en istor : unan diwar-benn The Human Torch, ezel ar Fantastic Four a dremen da vare an eil brezel bed, an eil a veneg an X-Men hag ar gasoni a sav en o geñver (padal eo nay an dud gant ar Fantastic Four ha The Avengers, a ra berzh evel aktourien pe sportourien vrudet). Goude-se e vo gwelet Silver Surfer ha reoù drouk all hag er fin tout e vo… marv Gwen Stacy. A bep seurt darvoudoù bras eus bed Marvel neuze.
An trede hini en deus plijet din an nebeutañ ‘m eus aon met ar reoù all ‘m eus kavet dreist. Ar meskaj gant Istor ar bed er chabistr kentañ, kejañ gant Maggie en eil hag istor fromus ar pevare… Plijus eo gwelet penaos e ya tudenn Phil war-raok, ur skeudenner leun a fouge er penn-kentañ, un den nec’het da c’houde hag un den hegaset gant ar fed ne vefe ket trugarekaet ar super-harozed gant mab-den pa vezont savetaet gante.
Brav spontus eo labour Alex Ross evit an tresadennoù ha speredek kenañ ar senario. Dizoloet e vez bed Marvel gant ur sell nevez.
An embannadur a zo ur gwir teñzor (ret eo lârat eo kêr spontus) : tu ‘zo da lenn “brouilhedoù” ar raktres ha penaos eo aet war-raok, ar skriptoù klok, tresadennoù labour, ul listenn eus an daveoù tennet eus istorioù Marvel resis, skridoù bihan gant a bep seurt tud (Stan Lee da skouer), ul lodennig diwar-benn labour Alex Ross (implijout a ra dreist-holl livaj met labourat a ra adalek skeudennoù tud) ha levezon Jack Kirby war e labour hag evel-just ar goloioù disheñvel. Ul levr dibar e pep keñver.

Hwanghae

Posted in Filmoù on Gouere 25, 2011 by geekezig

The Chaser a zo evidon-me ur film dispar. Un doare Seven e Seoul. Dre ret e oan dedennet evit gwelet eil film ar sevener neuze, deuet er-maez er c’hwec’hkorn gant an titl The Murderer. Kontañ a ra istor un den, o chom e Sina en ur gumuniezh korean a zo du-hont. E wreg a zo aet da vevañ e Korea ar Su, ne ro ket keloù ken met dle ar veaj a zo war e chouk. Kinniget e vez dezhañ mont da lazhañ un den e Korea evit gounit peadra da restaol e dle. Profitañ a raio eus ar “veaj” evit klask war lerc’h e wreg.
Ur bern traoù a zo er film : taolenn ur gumuniezh gwelet fall en he bro orin, raktres ar muntr, klask war lerc’h ar wreg ha goude-se klask distreiñ d’ar gêr. Kazi re a draoù. Istor ar wreg a seblant diazez ar film (mod all ne vefe istor ebet) met a-benn ar fin n’en deus ket kalz a bouez en hollad ha zoken ez eo un tamm drol an displegadenn er fin.
Kouezhañ a ra an haroz en ur pech hag adalek ar mare-se e vo luziet a-walc’h an traoù dre ma klasko piv a zo a-dreñv ar pech-se en ur dec’hout war memes tro. Tudenn an den en deus kinniget al labour dezhañ a zeu neuze da vezañ pouezus-tre. Feuls-tre eo warlerc’h, kalz emgannoù, redadegoù kirri hag all. Kazi re, goude ur prantad ne vez ket komprenet kalz-tra ken, ne seblant kaout an tammoù-se pal ebet. Un dra torr-penn spontus a zo ouzhpenn, an den ar ra war-dro ar stern a oa klañv gant Parkinson moarvat, fiñval a ra ar stern dibaouez, zoken e-kerzh talennoù sioul (an haroz o kouskat da skouer). Ur wech e vez merzet an dra-se (pellig a-walc’h em eus me lakaet, tapet ma oan gant an istor ha tout a-raok) ne weler netra all. A-benn ar fin e seblant Hwanghae bezañ diazezet war ur bern traoù a blije d’ar sevener met n’halle ket mont pep tra er senario hag e plas klask displegañ en deus bet c’hoant sevel ur bern traoù bamus (ar redadegoù otoioù da skouer) en ur implijout un doare da frammañ evit luziañ pep tra ouzhpenn. Un dipit.

Harry Potter and the Deathly Hallows part 2

Posted in Filmoù on Gouere 25, 2011 by geekezig

Echu eo! Echu gant filmoù Harry Potter gant eil lodenn ar seizhvet. D’am meno ne vank ket kalz a dra keñveriet gant al levr. Met en ur stumm, dre m’am boa soñj mat eus ar pezh a c’hoarveze ha dre m’eo nerzhusoc’h (dre ret, dre ma tremen muioc’h a draoù hag emgannoù a bep seurt dreist-holl) eget ar film kentañ n’on ket bet souezhet ken brav. Plijus eo ar film, fromus ha tout met sioù a zo ivez. Hegaset on bet un tamm gant an 3D, ur bern skeudennoù a zo dispizh ha servijout a ra evit petra? Div lodenn er film… Ur vezh un tamm. Mod all eo hir un tamm, da vareoù zo e oan o soñjal “buanoooc’h” eveljust e krou-se ur suspens ha tout met seblantout a rae din hir spontus keñveriet gant al levr! Un tamm dipitet e oan ivez gant an doare da ziskouez ar re varv, gwall brim (bon, n’eus ket tu da dremen pemp munut war ur c’horf marv met n’eus ket tu da “zegemer” ar c’heloù ken buan all). Plijet on bet gant ar c’hlozadur, en defe gallet bezañ lu met a dremen mat a-benn ar fin. Setu un tamm digempouez eo evidon met plijus eo. Marteze e vez meizhet gwelloc’h en ur sellet div lodenn ar 7 diouzh renk ? Ret e vo din klask.

27 Dresses

Posted in Filmoù on Gouere 24, 2011 by geekezig

An deiz all e oan kouezhet dre zegouezh war un tamm fentus-tre eus ar 27 Dresses er skinwel. Kavet em boa dispar awalc’h tudenn ar c’helaouenner hag an darempred etre an daou, ur seurt ping-pong frazennoù flemmus. Dre ma n’em boa ket gwelet ar penn-kentañ e oan chomet a-sav met soñjet e vefe ret din e welet a-bezh.
Deuet on a-benn d’e welet neuze. Bon, setu, ur gomedienn romantel klasel-tre eo. Jane a zo sod gant he rener met eñ ne verz netra. Mod all e sikour he mignonezed da aozañ o eured hag ordin e vez dimezel a enor gant robennoù a bep seurt. Lenn a ra gant aked rubrikenn an euredoù a vez er gelaouenn d’al lun, dreist-holl pennadoù “Malcolm Doyle”.
Kejañ a ra gant Kevin a zo heuget gant an euredoù hag a glask lakaat anezhi da welet n’eo ket yac’h sikour ordin ar reoù all hep kaout plijadur evel ma ra. Ar gwashañ tout a vo eveljust, pa tistroo c’hoar vihan Jane da New York hag e c’houlenno digant he c’hoar aozañ hec’h eured gant George (rener Jane). N’eus netra ispisial er film a-benn ar fin, estreget dilhad a bep seurt eveljust hag un toullad prantadoù dreist etre Jane ha Kevin (ar robennoù, an davarn hag all). Evidon-me n’eus kazi nemet se a dalvez ar boan er film ha poan ‘m eus bet gant al lodennoù all ken lu ma seblant Jane ha ken hegasus m’eo he c’hoar.
Ur mennozh diazez fentus awalc’h, aktourien mat met un digempouez spontus etre ar c’houblad harozed hag al lodennoù all a lak ar film e-touez ar re kamm, o defe gallet bezañ saourus met a zo un tamm dipitus.

Pluto 8

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gouere 24, 2011 by geekezig

Setu, echu eo Pluto ! El levrenn-mañ e vo komprenet pep tra (piv e oa Pluto er penn-kentañ hag all) hag emgann fin ne vo ket dres an hini raktreset. Brav-tre eo ha klozañ a ra an istor en un doare fin ha soutil. Ur gwir oberenn diwar-benn petra eo an denelezh hag ar brezel eo Pluto. Klasel!

%d bloggers like this: