The Prodigies

The Prodigies a zo ur film bevaat gall savet diwar al levr La nuit des enfants rois. N’anavezan ket al levr, setu n’hallan ket keñveriañ an daou. The Prodigies a zo ur film a implij teknik ar mocap (motion-capture) evel kalzig filmoù bevaat all pe tudennoù resis savet gant an urzhiataer evit reiñ dezho fiñvoù gwirheñveloc’h. Diouzhtu e vez merzet pegen heñvel eo ar fiñvoù ouzh reoù Renaissance da skouer. A-fed istor e vez kontet istor pemp bugel dreistordinal. Dizoloet e vezont gant Jim, un den evelto hag a zo bet sikouret gant ur paotr kozh pa oa yaouank evit mestroniañ e galloudoù. Gwallgaset e vezont holl gant an dud voutin tro-dro dezho siwazh hag e teuont da vezañ feulz…
Skrijus awalc’h eo ar film a-benn ar fin, kalz traoù start a dremen. Seblantout a ra awenet an holl darvoudoù gant traoù bep gwelet dija : daoust hag un digoradur da Freakangels eo ? Pe un doare strollad X-Men a vefe techet da vont war zu an drouk? Start eo kavout boued nevez er film war an tu-se. Da c’houde ma teuer a-benn da ankouezet al lodenn-se ez eo savet mat a-walc’h ar film, n’eo ket re hir an digoradur, emgannoù a bep seurt a zo, hag all hag all. Domaj eo e vefe bet dibabet lakaat e 3D rak d’am soñj ne zegas netra (n’eo ket vil na poanius kennebeut)… Ur film bevaat dereat eo, gwelloc’h ha gwashoc’h a zo!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: