Peter & Max

N’em eus ket bet tro da lenn bannoù-treset Fables (c’hoazh) met dedennet on bet diouzhtu gant romant Peter & Max, n’ouzon ket mat perak. Senariour Fables en deus bet c’hoant sevel ur romant evit displegañ un tamm un darvoud diazez e bed Fables. Istor Peter & Max a zispleg neuze piv eo an daou vreur-se, petra ‘zo c’hoarvezet er bed a ranko an dud-se tec’hout ha tout-se en ur ginnig ur sell war kontadenn soner flaut Hamelin.
Ul levr fantasy eo met hini skañv, liammet gant kontadennoù hengounel etrevroadel ha hudouriezh hag all. C’hoarvezout a ra traoù start eveljust hag un tammig politikerezh a zo ivez, met n’eus ket re.
Savet eo al levr gant ul lodenn o tremen e-kerzh yaouankiz Peter ha Max hag ul lodenn o tremen tamm-pe-damm bremañ en hor bed. A bep eil e vez chabistroù  o kontañ an eil lodenn pe eben hag evelse e vez krouet un doare suspens rak “diskoulmet” e vo an an traoù er fin tout! Souezhet spontus on bet o verzout em boa echu dija al levr, lennet e vez buan spontus ha laouen e vefen bet o kenderc’hel un tamm er bed-se. Ouzhpenn-se ez eus un toullad tresadennoù a-hed al levr a zo brav-tre hag a sikour da grouiñ un aergelc’h kontadenn. Domaj eo ne vefe ket graet-se aliesoc’h gant levrioù moliac’h, klotañ a ra mat gant ar bed ha perak e vefe dre ret evit ar vugale?!
N’on ket bet kendrec’het spontus gant an istorig bannoù-treset a zo er fin tout evit klozañ al levr met bon. Anzav a ran ez in da glask gouzout hiroc’h war ar bannoù-treset bremañ ha spi ‘m eus e vo romantoù all gant Willingham er bed-se rak plijus-kenañ e oa hemañ!

Advertisements

2 Respont to “Peter & Max”

  1. […] em boa n’eus ket pell zo ur romant o tremen e bed Fables hag en doa plijet din. Deuet on a-benn da gavout ar bannoù-treset. E New York e tremen an traoù, […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: