Monster

Pemp bloaz em boa lennet ar manga Monster. A zo evidon-me ur manga dibar, klasel hag aes da guzuliañ evit ar re n’o deus ket bet lennet kalz a vanga abalamour d’ar fed e tremenfe en Europa (n’eus ket ezhomm da anavezout sevenadur Japan) ha d’an doare da dresañ un tamm disheñvel eus ar mangaoù klasel a zo gant Urasawa.
Soñj ‘m eus e tremene ar stirad war Canal+ dres d’ar memes mare hag un toullad rannoù em boa gwelet, seblantout a raent kentoc’h mat. Ha setu a-benn ar fin, em eus sellet eus ar stirad a-bezh. 74 rann a zo, padout a reont 20 munutenn pep hini. Hir awalc’h eo sellet pep tra neuze!
Kenzo Tenma a zo ur mezeg donezonet o labourat e Düsseldorf. Skoet gant un darvoud kriz a c’hoarvez en ospital e tiviz ober war-dro ur bugel kentoc’h eget ar maer. Rebechet e vez kalz dezhañ met bon, tremen a ra an amzer. Betek ma vefe muntret tud tro-dro dezhañ… Anat eo d’an holl eo kablus Tenma. Kregiñ a ra neuze ur vuhez a dec’h evit klask war-lerc’h ar gwir muntrer.
Un enklask dreist eo Monster, gant “unan drouk” eus ar re wellañ, ur bern tudennoù dedennus, liammoù gant ur bern istorioù (taolioù-arnod nazi, ar vuhez er broioù komunour hag all). Direbech eo evidon-me. Ar stirad a zo feal spontus d’ar manga, d’am meno e tremen an traoù rik evel er manga. Ur gwir aergelc’h a zo ouzhpenn, a-drugarez d’ar sonerezh (dispar, met n’eus tamm pladenn ebet war a seblant!) pe c’hoazh d’ar rolloù digeriñ ha klozañ. Ur stirad a-galite eo ha doujus eus an istor orin. Mat-kenañ!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: