You Will Meet A Tall Dark Stranger

N’on ket sot-nay gant filmoù Woody Allen met anzav a ran em bez alies plijadur o sellet outo. You Will Meet A Tall Dark Stranger a zo iskis abalamour e kavan eo heñvel kenañ eus Whatever Works ( ar film en doa graet a-raok) met eus un tu teñval. Diskouezet e vez un toullad koubladoù disheñvel met en un doare e-lec’h ma tremen fall pep tra. N’eo ket ket ankenius na trist na spontus, ur aergelc’h skañv ha fentus a zo kentoc’h (dreist-holl ma keñverier gant Match Point pe Cassandra’s Dream) met n’eus kazi netra plijus o c’hoarvezout. Pe ma c’hoarvez, ma soñj deomp o deus an tudennoù tapet divizoù mat evito (terriñ un dimeziñ aet da hesk hag all) e vo un dra bennak oc’h erruout a lako pep tra en arvar. Bez ez eus un dudenn hepken a n’em denn mat-tre en afer, an hini a seblante un tamm droch e-pad tout ar film. Petra ez eus tu da gompren neuze “Nothing Works”? Pe neuze eo ret kaout un tamm follentez evit dont a-benn da vezañ evurus? N’ouzon ket met deuet eo Woody Allen a-benn da ginnig un hollad savet mat, gant aktourien a-feson. Arabat e vefe d’ar film bezañ hiroc’h avat, mod all e teufe da vezañ arabadus un tamm ‘m eus aon.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: