Requiem pour un thon

Dedennet on bet raktal gant Requiem pour un thon. An titl, ar golo, an embanner, ar fed e vefe ul levr polis-ekologel…
Istor Alexandre Ambaz eo, a labour evit Greenfight, ur gevredigezh a stourm evit an ekologiezh. Sañset eo da labourat war ar balumed met n’eus ket kalz tra o c’hoarvezout setu e ya da enklask diwar-benn an thon kentoc’h, hep asant e rener…
Mont a ra da Valta da glask tapout skeudennoù eus kirri-nij o nijal evit kavout thon pe bigi a vefe o pesketa zoken. Ur sapre labour e vo. Sikouret eo gant tud a zo e gwirionez o labourat evit pennoù-bras ar pesketerezh, ar re-mañ a zo o klask implijout anezhañ evit distruj an eil egile hep disoñjal kevezerezh etre ar c’hevredigezhioù ekologel a gav gwelloc’h chom hep embann ar pezh a zo bet kavet… Ur bern traoù spontus a vez diskrivet e romant kentañ Romain Chabrol a zo gwir moarvat (enfin an doare da vont en-dro hag all). Plijus eo ar fent ha dedennus ar pezh a vez diskrivet ha dizoloet. Fentus eo tudenn Alexandre, enklasker dre zegouezh en deus evel arm e benveg skeudennoù ha Google Earth. Un tammig gwannoc’h eo lusk an enklask, hirig da vareoù zo ha re brim war lodennoù all, start traoù zo da grediñ pe zoken da gompren (ur bern tudennoù, lec’hioù hag all). Un dra en deus e gwirionez spontet ac’hanon peogwir n’eus na penn na lost a zo ar fed e vefe e verc’h (a zo 5 bloaz lakaomp) gantañ d’ur mare bennak (n’em boa ket komprenet e oa gantañ araok ha kavout a ran iskis ar mennozh degas ur bugel evit ul labour arvarus) ha da c’houde ne vez ket gwelet ken! Moarvat ez eus bet ur cheñchamant senario d’ur mare-bennak (re luziet e oa lakaat ar plac’hig ordin en istor) met laosket eo bet en ur chabistr ha start eo da gompren neuze! Un tammig gwan al labour embanner aze…
Añfin setu. Ul levr plijus eo, met n’eo ket dreistordinal ha dreist-holl n’eo ket dispar a-fed levr polis, gwelloc’h eo evit e du ekolo zoken ma n’eo ket gwall yaus ar sell dre ret war ar metou-se!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: