Dielloù evit Even, 2011

Balada triste de trompeta

Posted in Filmoù on Even 28, 2011 by geekezig

Ur sapre film eo Balada triste de trompeta. Adalek ar roll-digeriñ ez eus tu da santout-se. Ur film o kontañ istor Bro Spagn met ivez istor ar sinema ha karantez ar sinema spont, gwadek met ivez karantez an tudennoù lakaet a-gostez.
Kalon ar film a zo emgann daou glown evit karantez ur plac’h met kalz traoù all a zo tro-dro (met n’em eus ket c’hoant lârat re!). Un dibab sonerezh dispar, un dibab lec’hioù dreist (El Valle de los Caídos! Pegen brav ha spontus al lec’h-se. Laouen on o welet anezhañ en ur film a-benn ar fin), ur skipailh fardañ dreistordinal… Kazi direbech eo a-fed teknik (an efedoù ispisial em eus kavet un tammig gwanoc’h). Da c’houde eo ret dont a-benn da vezañ fromet gant an istor-se ha da c’houzañv kalzig traoù rukunus. Me ‘zo deuet a-benn a kreñv em eus kavet ar film. Start eo skrivañ diwar-benn ur film ken pinvidik gant aon kemer un hent fall pe ankouezout re a draoù…

Advertisements

Meek’s Cutoff

Posted in Filmoù on Even 28, 2011 by geekezig

Ur film iskis eo Meek’s Cutoff. Moarvat ne blijo ket d’an holl. Kregiñ  ra an traoù gant ur strollad familhoù kollet. Roet o doa arc’hant da Veek evit ma sikourfe anezho da erruout buanoc’h e-lec’h ma fell dezho en em staliañ. Mont a reont war-raok en aner, kazi dispi. Meek a zeu ordin a-benn da gendrec’hiñ anezho da vont pelloc’h ha da genderc’hel.
Echuiñ a ra ar film tamm pe damm e memes doare, divizet o deus kaout fiziañs en un den all ha pep hini a c’hall ijinañ ma teuont a-benn pe get. Etretan ne c’hoarvez ket kalz tra estreget gouzañv, espern an dour, koll spi. Tamm-ha-tamm ez eus reoù zo o tont da vezañ un tamm parano pe o kaout c’hoant mont war-gil. An holl o deus keuz, se ‘zo sur. Un tammig hir eo ar film neuze, met iskis awalc’h eo pegen efedus eo memestra (ur prantad suspens spontus a zo d’ur mare zo zoken ^^). Ne alifen ket ar film-se evit tud o deus c’hoant kaout dudi dibreder avat.

Blue Valentine

Posted in Filmoù on Even 28, 2011 by geekezig

Ur sell a voe trawalc’h ha setu ur c’houblad o tiwan. C’hoarzhadennoù er straedoù ha divizoù start. Ur c’houblad brav. Siwazh, un toullad bloavezhioù warlerc’h, skuizh pep hini gant e labour, dle an ti war o chouk ha traouigoù torr-penn ar vuhez pemdez e krogont d’an em gannañ. Brav ha poanius eo Blue Valentine. Rak ouzhpenn bezañ istor tudennoù e c’hall bezañ forzh peseurt istor karantez, kroget mat hag aet da hesk tamm-ha-tamm. Ar film a zo savet en ur mone-done etre kejadenn Dean ha Cindy hag an amzer vremañ pa tro fall an traoù. Dizingal eo an tammoù met kreñv awalc’h eo an hollad ha bamus Michelle Williams ha Ryan Gosling.

The Kids Are All Right

Posted in Filmoù on Even 22, 2011 by geekezig

Nic ha Jules a zo ur c’houblad evurus ha o bugale a zo laouen ivez. Joni a zo o vont d’ar skolveur ha Laser a zo ur c’hrennard boutin ha sportour. Araok ma yafe kuit e c’hoar vras e c’houlenn diganti pellgomz evit gouzout piv eo an den en deus roet sper d’o mammoù. Ober a reont anaoudegezh gant Paul neuze, perc’henn war ur predti hag un atant bio. Moarvat n’o doa ket soñjet ar vugale en defe an darvoud-se kement a-bouez e buhez ar familh a-bezh. Paul a gemer muioc’h mui a blas er familh betek ma vefe digempouezet buhez ar c’houblad zoken.
Ur film diwar-benn ar familh eo The Kids Are All Right. Ur familh divoutin, eveljust, met ivez ur familh evel an holl familhoù, gant kudennoù, raktresoù, hiniennoù a rank bevañ asambles. An aktourien a zo dispar hag un aergelc’h plijus a zo gant an hollad, skañv met gwirheñvel, fromus ha fentus.

Derrière le masque

Posted in Levrioù with tags , on Even 22, 2011 by geekezig

N’ouzon ket piv en deus bet mennozh ar golo euzhus-mañ a lak da soñjal en ur romant doare arlequin pe un dra evelse. Netra da welet. Romant Derrière le masque gant Louisa May Alcott a zo un istor XIXvet kantved spontus awalc’h. Jean a erru en ur familh binvidik evit kelenn d’ar verc’h, plijus kenañ eo, fin, un drugar. Met e gwirionez ez eus ur raktres spontus gant ar plac’h. Adalek ar penn-kentañ e vez komprenet emañ Jean o c’hoari ur rol, met er fin tout hepken e vez komprenet pep tra, gant an holl tudennoù bet toellet ganti.
Ur plac’h spontus eo met bamus war memestro hag adalek ar penn-kentañ he deus plijet din, zoken m’eo kentoc’h plijus ivez ar familh binvidik ha n’on eus ket c’hoant dre ret e c’hoarvezfe traoù fall dezho. Ul lusk plijus a zo gant ar romant ha lennet e vez buan-tre, c’hoarvezout a ra pep tra buan awalc’h. Moarvat e oa LM Alcott dedennet gant ar vicher a aktourez (Jo March a felle dezhi bezañ aktourez ivez d’ur mare bennak) hag e-barzh ar romant-mañ e teu splann ar galloud a c’hall seurt plac’h kaout war an holl. Meur a wech e-pad ma lennadenn ec’h ijinen an istor e stumm ur film, gant dilhad brav ha gweledvaoù saoz kaer. Evidon-me n’eus ket bet ha na gomprenan ket mat perak…
Ur romant souezhus a ledanna c’hoazh ma sell war oberenn ar skrivagnerez.

Nerdz – Trede bloavezh

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel on Even 21, 2011 by geekezig

N’ouzon ket perak n’em boa ket sellet ouzh trede bloavezh Nerdz. Koulskoude ec’h echue an eil en un doare dispar. Kregiñ a ra neuze an trede bloavezh gant heuliad ar pezh a c’hoarvezet eveljust. Ret eo d’ar boatred kontañ gevier da Garoline diwar-benn he mamm. Echuiñ a ra buan a-walc’h an afer-se siwazh ha goude-se n’eus ket kalz traoù resis o tremen. Kavet ‘m eus un tammig hir ar bloavezh, hag ingal e kaven e oa istorioù/farsadennoù o tont en-dro. Un toullad rannoù “ispisial” a zo ha dre vras int ar wellañ (Nedeleg, spont, Batman giz-kozh…). Fin ar bloavezh a zo dedennus-tre avat, a-fed teknik da gentañ (traoù nevez a zo tu d’ober gant ar c’hamera, ar fardaj a zo pouezus-tre…) abalamour e tremen an traoù e diavaez ar ranndi. Un tammig digempouez eo ar bloavezh neuze met n’eo ket fall penn-da-benn. N’ouzon ket penaos e vo ar pevare met plijus eo atav an traoù ouzhpenn war an DVD, ar wech-mañ e kinnig skipailh Nerdz komz diwar-benn rannoù resis da skouer.

Midnight in Paris

Posted in Filmoù on Even 21, 2011 by geekezig

Dic’hortoz mik eo emdroadur istor Midnight in Paris, film diwezhañ Woody Allen. Kregiñ a ra an traoù gant ur c’houblad amerikaned o touristañ e Pariz, un toullad mizioù araok o eured. Tapet eo heñ gant ar romant emañ o klask skrivañ hag ar blijadur en deus o tizoloiñ kêr Pariz. Sorc’hennet eo un tamm gant ar vuhez a oa er bloavezhioù 20 er gêr-se hag an arzourien a veve d’ar mare-se. Un nozvezh bennak, en ur bourmen e koll e hent hag ec’h erru en ur gouel gant Scott ha Zelda Fitzgerald… Bamet eo rak ar bed-se hag awenet spontus evit mont war-raok gant e romant met n’eo ket gwall zedennet gant e vuhez gant Ines.
Ur film plijus-tre eo Midnight in Paris peogwir ne gaoze ket kement-se diwar-benn ar gêr a-vremañ met an doare ma c’hall un arzour (pe an dud dre-vras) bezañ dedennet ordin gant penaos e oa an traoù gwechall. Un tammig spered The Purple Rose of Cairo a zo gant Midnight in Paris. Goude ur mare e c’hortozer peseurt arzour emañ Gil o vont da welet hag ar veaj digredus-se a zo plijus-tre. Un tammig hegaset on bet gant ar sonerezh, un meskaj jazz hag akordeoñs romantel. Met e gwirionez ez eo tu displijusañ ar film. An aktourien a zo mat-tre, met ar “c’hallaoued” na servijont ket da galz tra e gwirionez. Ur souezhadenn blijus eo neuze film diwezhañ Woody Allen.

%d bloggers like this: