Des hommes et des dieux

Anzav a ran e oan bet re lezirek evit mont da welet Des hommes et des dieux er sinema, daoust da dout ar chare a oa bet tro-dro d’ar film. Met setu, gant Cannes em eus soñjet e oan poent e welet ^^
Iskis awalc’h eo ar film. Ar penn-kentañ ‘zo hir hag un tamm torr-penn. Kroget e oan da gavout-se un tamm hegasus zoken hag a-benn ar fin, d’ur mare bennak e tro an traoù hag e teu da vezañ dedennus kenañ. Tudennoù ar veleien a zo dreist, e gwirionez int kendrec’hus evel tud hag evel tud a iliz hag a feiz. Prantadoù fromus kenañ a zo, prantadoù kaozeadennoù simpl ha kreñv war memes tro pe c’hoazh ar pred en ur selaou sonerezh. Ur film speredek eo d’am meno hag ouzhpenn-se eo brav-tre ar skeudennoù (ar gweledvaoù dreist-holl).

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: