Un père lointain

Ur romantig eo Un père lointain, lennet e vez buan spontus (a-vec’h 45 munutenn en tren…). Kontet e vez istor ur paotr 21, skolaer en ur bourkig e Chile. Evit ar mare ez a c’hoazh an tren betek du-hont, met pegeit e pado? Gwelet e vez buhez an dud er geriadenn, enaouet un tamm o vevañ ken pell eus pep tra, n’eus ket kalz dudioù, evit ar re yaouank dreist-holl. Ouzhpenn un istorig karantez gant ur plac’h a 17 vloaz e vo dreist-holl kontet sell ar paotr war e dad, a zo aet kuit an deiz m’eo distroet ar paotr gant e diplom evit kelenn. Daoust ha marv eo? Dizoloet e vo e kerzh al levr. Un tammig drol ‘m eus kavet ar fin avat, trumm. Meur a wech on bet o sellet ma n’em boa ket lammet pajennoù ken souezhet on bet. N’eo ket fall ar fin met kavout a ran n’echu ket e gwirionez ha ne glot ket gant peurrest al levr. Plijus eo lusk al levr ha barzhoniel kenañ eo. Gorrek awalc’h eo (zoken ma ne c’hoarvez ket kalz a dra e ken nebeut a bajennoù!) met n’eo ket enoeus. Kentoc’h evel an amzer o tremen siouloc’h en ur geriadenn eget e kêr…
Dizoloet em eus ur skrivagner hag un tammig Chile dre al lennegezh met n’on ket kendrec’het penn-da-benn.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: