Legend Of The Guardians – The Owls of Ga’Hoole

Ah, sapre Zack Snyder. Anzav a ran e oan bet dipitet bras gant 300 (ar bomm-bruderezh a oa bammus, ar film kaaaaalz nebeutoc’h) ha neuze ne oan ket bet o klask kalz pelloc’h da c’houde. Dihunet eo bet ma evezh avat gant e film bevaat kentañ. Evel boaz ez eo azasadenn ul levr. Ur romant evit ar vugale ar wech-mañ.
Un istor klasel kenañ eo hini kaouened Ga’Hoole. Skrapet e vez daou vreur gant ur strollad kaouened drouk. Unan a gavo e blas e-touez ar strollad-se, egile a glasko sikour ha mont a raio war-lerc’h mojenn gwarded Ga’Hoole.
Un istor efedus eo eveljust ha dedennus em eus kavet armoù ha tokarnoù ar c’haouened, pe zoken personelezh an tudennoù dre vras (breur an haroz, e c’hoar vihan, gwarded Ga’Hoole hag all). Ar reoù drouk n’int ket ken kendrec’hus marteze, met bon. Brav eston eo ar skeudennoù, e gwirionez, un drugar evit an daoualagad. Startoc’h em eus kavet kompren piv a oa pep hini ordin abalamour n’eo ket anat ober un diforc’h etre div gaouenn!
Setu me gav eo deuet a-benn Snyder da ginnig ur film dudius evit ar vugale hag ar familh. Siwazh n’eo ket deuet a-benn da virout ouzh e dechoù hegasus. Gorrekaadennoù a-vil-vern a zo, gant sonerezh doare Enya ouzhpenn, wouh. Start eo pas c’hoarzhin… Met bon, ur film brav-tre eo memestra, keuz ‘m eus zoken da vezañ e c’hwitet war ar skramm bras!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: