Jumper

Abaoe ur pennadig e kleven kalz komz eus Jumper ha kentoc’h en un doare yaus. Savet eo ar film adalek ur romant evit ar grennarded, se na ouien ket araok sellet ouzh ar film. Mennozh diazez Jumper a zo dispar, tud gouest da “lammat” d’ul lec’h d’egile. Ur galloud un tamm dañjerus ha gant reolennoù. David a zo unan anezho, bevañ a ra en un doare disoursi peogwir en deus bet kemeret ur bern arc’hant en un ti-bank. Mont a ra da bourmen a-hed an deiz. Adtapet e vez, siwazh, gant Griffin, un jumper all a zispleg un tammig an traoù dezhañ ha dreist-holl gant Roland, a zo ezel eus un doare sektenn a lazh an jumperien. Dedennus kenañ eo an doare brezel-se met siwazh ne vez ket displeget mat eus pelec’h e teu na netra ha lakaet ar pouez war darempred David gant Millie, ar plac’h nemeti a oa plijus gantañ pa oant er skolaj. Kas a ra anezhi un tammig gantañ hag eveljust e vo implijet gant ar sektenn (ar baladined) evit kavout roud David. Un istorig gant mamm David a zo ivez…
Bon, setu, ur bern mennozhioù mat a zo met a-benn ar fin n’eo ket bet dibabet an elfennoù dedennusañ evit sevel ar film ><. Mod all eo kentoc’h plijus memestra a-fed skeudennoù dre ma peajer un tammig e pep lec’h. Ar mare gant an oto e Tokyo a zo bamus awalc’h. Torr-penn ‘m eus kavet ivez e vefe kalz dedennusoc’h tudenn Griffin eget hini David hag erruet e fin ar film e vezer techet da gompren gwelloc’h e c’hoantoù eget reoù David. Iskis un tamm…
Moarvat eo abalamour d’an aktourien met n’eo ket sur (Griffin a zo un dudenn bet savet a-ratozh evit ar film ha n’eo ket tennet eus al levr). A-fed sonerezh ez eus ur bern kanaouennoù a lak ar film da gaout un tu un tamm diouzh ar c’hiz evit ar grennarded…
Bon, setu, ur bern traoù dedennus evit un disoc’h un tamm kamm. Met plijus eo da sellet memestra!

Advertisements

Ur respont to “Jumper”

  1. […] gant ar veaj en amzer hag an doare da c’hoari gant al lec’hioù (un tamm e-giz Jumper aze). A bep seurt tudennoù a zo e-touez ar vugale ha prantadoù birvilh keit ha from. Brav-tre eo […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: