Moon

Setu, prim on bet evit gwelet Moon goude souezhadenn vrav Source Code… Ur film skiant-faltazi eo, o tremen war al Loar. Kavet eo bet un doare da implij nerzh an heol evit paouez da implijout gaz, eoul-maen hag all war an Douar. Met ret eo tennañ an danvez-se diwar al Loar. Ma, perak ket? Un den a zo neuze du-hont evit lakaat ar mekanikoù da vont en-dro. Sam eo ha chom a ra dezhañ pemzekteiz hepken araok distreiñ da welet e familh ha da vevañ e-touez an dud all war an Douar. 3 bloaz zo emañ e-unan hag erru eo skuizh. Ur gwallzarvoud a c’hoarvez gantañ er-maez en ur glask diskoulmañ ur gudenn bennak ha pa tuhin e vez difennet dezhañ mont er-maez…
Ur film plijus hag efedus eo Moon ha padal n’eus ket kalz a aktourien na netra peogwir emañ ar paotr e-unan ordin. Tamm-ha-tamm e vez komprenet petra a c’hoarvez ha fromus awalc’h eo, kavet em eus e oa speredek awalc’h ar mennozh peogwir e c’hallfe moarvat un embregerezh soñjal evelse evit espern ha gounit arc’hant. Sonerezh Clint Mansell a zo ouzhpenn setu n’eo ket displujus, pell ac’han! Ur film mat eo hag ur sapre film skiant-faltazi a ziskouez mat pegen dedennus eo personelezh Duncan Jones evel sevener.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: