Moi, moche et méchant

Moi, moche et méchant a oa unan eus filmoù an hañv warlene. Siwazh evitañ e oa ivez Toy Story 3 neuze bon, start e oa…
Kontañ a ra ar film istor Gru, un den drouk. Laeret eo bet piramidenn Gizeh ha ret eo ober un torfed gwashoc’h c’hoazh evit kaout brud en-dro evel hini drouk. Gru, sorc’hennet gant mont er spaz pa oa bihan ha ijin neuze laerez al loar.
Iskis awalc’h eo ar film peogwir ez eus kalzig fent ha traoù plijus met ne teu ket a-benn da grouiñ un hollad plijus. Ar boulomigoù melen a zo re heñvel eus lapined droch Ubisoft, ar plac’hig yaouankañ a zo heñvel eus Boo, plac’hig Monstres & Cie hag all. Tudenn Vector a zo nul awalc’h ouzhpenn, domaj eo memestra evit an enebour bras sañset.
Brav-tre eo ar bevaat met ur gudenn lusk a zo, n’eo ket lañsus kenañ, seblantout a ra kazi hir zoken. Un dipitig neuze, daoust da frazennoù dispar ha kalzig mennozhioù mat soubet un tamm e-barzh traoù bet gwelet dija.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: