Dielloù evit Mae, 2011

Black Butler 5

Posted in Levrioù bannoù-treset on Mae 31, 2011 by geekezig

Setu an emgann droch raktreset el levrenn a-raok. N’eo ket fall, met reiñ a ra c’hoant debriñ spontus!! Hirig eo an emgann-se (al levrenn a-bezh kazi) a zo e gwirionez ur c’honkour evit aozañ ar gwellañ curry ha gounit neuze ar “royal warrant”, kaout neuze un emglev gant ar rouanez ha bruderezh evelse. Ur prantad un tammig droch a zo gant ar rouanez a seblant jentil spontus hag un tamm foll (n’eo ket dres skeudenn boaz ar rouanez Victoria…).
Ar priñs Soma a chom er vro ha galvet e vez Ciel da Londrez evit un enklask nevez, liammet moarvat gant ur sirk nevez erruet…

Du bon usage des jeux vidéo et autres aventures virtuelles

Posted in Levrioù with tags , on Mae 31, 2011 by geekezig

Du bon usage des jeux vidéo a zo ul levr skrivet gant ar piskologour evit ar vugale Benoît Virole. Studiet en deus ivez Harry Potter pe traoù evelse o deus bet ul levezon bras war ur bern bugale.
Displegañ a ra el levr penaos ec’h implij ar c’hoarioù video evit sikour bugale gant kudennoù psikologel. Ur benveg dreist eo war a seblant. Da gentañ tout eo ret gouzout eo bet skrivet al levr e 2003 ha kalz traoù a zo cheñchet abaoe e bed ar c’hoarioù video (meneget e vez an MMORPG met buan-ha-buan, ha gizh ar c’hoarioù evit “fiñval” a oa Eye Toy hepken…). Da c’houde eo savet al levr-se pe evit psikologourien o defe diegi da implijout ar c’hoarioù-video pe kerent bugale techet da c’hoari evit kompren gwelloc’h perak e c’hoariont hag all. Ur benveg mat eo evit-se. Da c’houde, evit lennerien eveldon a zo kendrec’het dija n’eo ket gwall dedennus… N’em boa ket dre ret tout an elfennoù evit kompren an tu psikologel hag an displegadennoù diwar-benn ar c’hoarioù a seblante anat. Un dipit neuze, zoken ma n’eo ket fall al levr met ne glote ket ganin pe ar pezh e oan o klask.
Ar golo ‘zo vil ouzhpenn! ><

The Killer Inside Me

Posted in Filmoù on Mae 29, 2011 by geekezig

A bep seurt traoù em boa klevet diwar film Michael Winterbottom. Aet e oan da ijinañ ur bern traoù hag a-benn ar fin n’eo ket dres memes tra em eus gwelet war ar skramm. Ya, feuls eo ar film ha n’eo ket gwall blijus skeudenn ar merc’hed met just a-walc’h e klot mat gant tudenn Lou. Lou n’en deus tamm doujañs ebet evit ar merc’hed, seblantout a reont ardivinkoù evit esteurel e feulster. Ma, war memes tro eo displijus-tre  ar paotr neuze ne vount ket ar film da vont d’ober memestra.
Me soñje din e oa The Killer Inside Me diwar-benn an doareoù ezhomm da lazhañ met a-benn ar fin e seblant kentoc’h bezañ diwar-benn unan bennak en deus ezhommoù feuls a-fed rev. Ha tro-dro da-se ez eus un degouezh a lak anezhañ da vezañ muntrer. N’eo ket diabeg e vuntroù, prederiet int hag un darn mat a zo evit e wareziñ eñ e-unan.
Ma bon. Mod all eo graet mat aergelc’h ar bloavezhioù 50, gant ar sonerezh hag all. Diskouezet e vez ivez an endro sokial hag ekonomikel ha pegen boutin e oa kaout fliked goubrenet.
Domaj kenañ eo e vefe lodenn klozañ ar film gant efedoù ispisial dre urzhiataer, n’eus tamm nerzh na from ebet padal e c’hallfe bezañ. Mod all n’eus ket kalz tra da lârat diwar-benn an aktourien a zo mat. Un tammig dipitus eo e vefe ken heñvel an dudenn c’hoariet gant Simon Baker eus Patrick Jane, met bon. Lodennoù zo a zo hirig ivez ha memestra eo un tamm simpl an istor, n’eus ket kalz suspens na netra. Un tammig etre neuze an disoc’h met pas dre ret evit an abegoù a vez meneget dre vras…

Leap Year

Posted in Filmoù on Mae 29, 2011 by geekezig

C’hoant ganin sellet ouzh ur film fentus ha skañv em eus tapet Leap Year el levraoueg. Istor ur plac’h yaouank o vont da Iwerzhon evit goulenn digant he mignon dimeziñ ganti. Perak ket?
Souezhus eo penn-kentañ ar film. Dizoloet e vez neuze Anna, ur plac’h cheuc’h kenañ eus Boston hag he mignon surjian, o klask kaout ur ranndi cheuc’h ha tout. Seblantout a reont bevañ ur vuhez sioul ha leun a arc’hant. Siwazh, pa soñj da Anna e vo Jeremy (he mignon, anat deoc’h!) o sevel ar goulenn hirgortozet, ne ra ket. Mont a ra kentoc’h da labourat en ur zilezel anezhi. Anna a glev komz gant he zad eus un hengoun iwerzhonat, d’an 29 a viz C’hwevrer o deus droet ar merc’hed da c’houlenn dimeziñ gant o dousig (he mamm-gozh defe bet ezhomm d’ober). Dre m’emañ Jeremy e Dulenn ez a Anna d’e heul. Met eveljust n’hall ket an traoù bezañ ken aes-se! Avelaj spontus a zo setu ec’h erru ar c’harr-nij e Bro Gembre. Goude-se e teu a-benn da gavout ur vag pesketaerien da gas anezhi betek Dingle hag all hag all betek Dulenn.
Un doare Bienvenue chez les Ch’tits eo ar film-se gant klichedoù forzh pegement diwar-benn Iwerzhon hag an Iwerzhoniz. Un tamm torr-penn eo a-wechoù peogwir e seblant gwall giz-kozh ar rakvarnioù-se (tredan ebet, puboù lous, trenoù ur wech bemdez hepken hag all hag all). Deja pa weler “Dingle” a zo un davarn plantet e kreiz neblec’h, moarvat n’eus bet den ebet o vont betek Dingle, n’eo ket divent met ur gêr eo memestra…
Koublad ar film a zo plijus koulskoude, emdroadur tudenn Anna a n’em adkav rediet d’en em zibab ha da zilezel he doareoù bourc’hizez kêr hag all. Un toulladig traoù fentus pe moutig a zo met re bounner eo an tu “degemer mat e ti ar blouked” evit ma vefe plijus ar film.

The Disappearance of Alice Creed

Posted in Filmoù on Mae 25, 2011 by geekezig

The Disapperance of Alice Creed a zo dres an doare filmoù a zo plijus da zizoloiñ : budjed bihan tout, senario a-feson, bam, efedus hep na vefe chare tro-dro. Film kentañ ar sevener eo (skrivet en deus ar senario ivez) ha filmet eo bet e Enez Vanav (met ne vez ket merzet, galloud a rafe tremen forzh pelec’h er Rouantelezh-Unanet). Simpl eo an istor : daou zen a skrap ur plac’h yaouank evit goulenn arc’hant digant he zad. Bevet e vo ganto an devezhioù en ur c’hortoz an arc’hant. Ret eo dezho ober war dro ar plac’h ha chom feal d’o raktres. N’eus tudenn all ebet, kazi lec’h ebet estreget ar ranndi e lec’h m’emaint, gwisket a reont memes dilhad ordin, setu n’eo ket ur film a glask sebeziñ gant an arc’hant. Mont a ra mat-tre en-dro an traoù etre an tri aktour, zoken Gemma Arterton (am eus kalz poan o c’houzañv da gustum) ‘m eus kavet kentoc’h plijus. A-fed istor e soñje din e vefe un tammig muioc’h a itrikoù a-berzh Alice. N’eo ket lu penn-da-benn na netra, klask a ra en em dennañ ha tout met n’eo ket hi a ren an traoù kennebeut. Gwirheñvel neuze. Luzietoc’h eo an traoù un tamm ha traoù ‘zo a zo dic’hortoz mik. Ur film efedus ha plijus.

Les liaisons ferroviaires

Posted in Levrioù with tags on Mae 24, 2011 by geekezig

Plijus eo lenn traoù skañv. Traoù diwar-benn an darempredoù o tiwan e-barzh un tren, e-kerzh ur veaj. Plijusoc’h c’hoazh eo lenn seurt levr en un tren! Aketusoc’h e vezer neuze d’an ton a vez implijet gant tud ar wetur-tavarn hag all. Les liaisons ferroviaires a gont ur veaj etre Nice ha Bruxelles. Hir awalc’h eo hag un toullad tud disheñvel a vo gwelet. Enzo ar soner jazz lent, Sam ar merc’hetaer, Rachel ar gelennerez skol-veur met ivez implijidi an SNCF en tren-se pe un den o studial penaos e tiwan an hoal etre an dud. Ne c’hoarvez ket kement-se a draoù a-benn ar fin met gwirheñvel awalc’h eo eus traoù a c’hall c’hoarvezout e-kerzh beajoù en tren. Fentus-tre eo evit ar re a zo kustum un tamm da vont gant an tren. Ul levr skañv dispar evit ur veajig tren e-pad an hañv!

Buffy bloavezh 8 levrenn 8 : La dernière flamme

Posted in Levrioù bannoù-treset on Mae 24, 2011 by geekezig

Ha setu echu ur bloavezh ouzhpenn eus Buffy! Ar bloavezh kentañ e stumm bannoù-treset. Da gentañ penn en ur lenn an istor em eus soñjet n’em boa ket komprenet pep tra hag e vefe ret din lenn ar rummad a-bezh diouzh renk (daou vloaz zo eo krog an afer-se ma ‘m eus soñj mat). Da c’houde e kloz goulennoù ha darvoudoù bras ar bloaz en un doare plijus awalc’h. Poan ‘m eus o welet penaos e vo posupl ober al liamm etre Angel ha Buffy er bloavezh a-zeu (gant ar pezh ‘m eus lennet eus bannoù-treset Angel bloavezh 6 evit ar mare) met bon, gwelet ‘vo. Ar pezh a c’hallan lârat deoc’h hep diskuilhañ re a draoù a zo e vo tud trist-tre (me en o zouez!) abalamour d’un dra a c’hoarvez el levrenn-mañ 😦
Bon, ur bloavezh nevez bremañ!!
(Evit ar re a zo dedennet e vo kinniget en ur c’hortoz ar bloavezh 9 daou levr dastumad Tales of Vampires ha Tales of Slayers gant Panini Comics! Istoriouigoù a bep seurt diwar-benn tudennoù tro-dro da ved al lazherezed hag ar sunerien-gwad int, a galite disheñvel hervez pep istor (senariourien ha treserien disheñvel bep tro). E ya, evel boaz e vefe bet ret din gortoz evit kaout un droidigezh + un embannadur a-feson. Met bon. N’eo ket marv mil den hañ.)

%d bloggers like this: