Top Chef 2011

Heuliet em boa gant aked Top Chef warlene ha setu ‘m eus bet c’hoant sellet c’hoazh ouzh an abadenn ar bloaz mañ. Memes pal a oa gant an abadenn : 14 keginer yaouank a zo o keveziñ evit gounit 100 000 €. Ar bloaz-mañ n’eus den ebet o tont eus abadenn Un diner presque parfait ouzhpenn, tud a-vicher hepken.
Memes doare arnodennoù a zo d’ober : keginat predoù skañv, adlabourat pladoù gall hengounel hag all. Seblantet en deus an arnodennoù startoc’h eget warlene. Warlene e oa tud torr-penn ha kalz begoù bras, ar bloaz mañ e seblante siouloc’h ha plijusoc’h an dud (reoù torr-penn a oa memestra, met en un doare natureloc’h ^^). Start awalc’h e oa neuze gwelet reoù o vont kuit bep sizhun. Traoù nevez a oa : en arnodenn gentañ e oa alies un dra c’hounit (un abadenn skinwel, ur sekred-kegin en ur stal pe ur preti hag all) hag e oa savetaet an den, dre ret degemeret ar sizhun warlerc’h (met ret e oa tremen an arnodennoù all memestra). Memes sistem e oa mod all : un arnodenn vras aozet gant ar chefed (pe div) hag un arnodenn evit adtapout.
Fentus e oa gwelet pegen poanius e oa a-wechoù da reoù kenlabourat evit an arnodennoù dre skipailh. Ha dedennus-tre e oa gwelet an niver a verc’hed o chom betek ar fin.
Bep sizhun e oa tu da votiñ war ar rouedad evit ar sekredoù-kegin “taol-from”. An hini bet skarzhet da ziwezhañ a ginnig ur sekred-kegin, simpl awalc’h d’ober gant traoù pas re ger. A sizhun da sizhun e oa tu da votiñ evit daou den (an hini tapet gantañ ar muiañ a vouezhioù ar sizhun araok hag an hini bet skarzhet da ziwezhañ) ha roet ez eus bet ur priz 10 000€ e fin an abadenn. Plijus e oa ar mennozh-se zoken ma n’eus ket bet roet pouez d’an dra-se e kerzh an abadenn ziwezhañ…
Kalzig tud a zo bet hegaset gant un dra hag a oa splan warlene dija : da vareoù zo e oa skarzhet an dud zoken m’ o doa “gounezet” : ingal e vez tud o votiñ (eus an diavaez, touristed pe me oar-me) hag e vez divizet an disoc’h gant ar juri, n’en deus ket memes ali. Tud ‘zo a zo bet skarzhet en un doare un tamm direizh neuze, met bon, se eo ar c’hoari ivez!
An abadenn ziwezhañ n’em eus ket kavet ken mat eget warlene. Divizet eo bet filmañ war-eeun setu n’eo ket bet gwelet an dud o keginat kazi, nag an arvesterien o tebriñ! A-benn ar fin e oa arnodennoù ouzhpenn ha sell ar juri war pred pep hini. Ouzhpenn n’eo ket bet kinniget zoken gouzout petra en doa fardet Pierre-Sang. Zoken m’en deus ket gallet kinnig ar pezh en doa prientet e vefe bet tu da c’houzout petra oa memestra…
Un abadenn all a zo bet da c’houde, evit gouzout piv e oa ar gwellañ top chef etre Romain en doa gounezet warlene ha Stéphanie, he deus gounezet ar bloaz-mañ. Ne oa ket re fall ar mennozh, dreist-holl e oa bet pedet perzhidi evit bezañ er juri ouzhpenn ar chefed met e gwirionez e oa un abeg evit skignañ doareoù best-of bihan… An arnodennoù ne oant ket fall, zoken m’eo bet start a-wechoù peogwir e oa atav unan o kaout 5 munut nebeutoc’h a-benn prientiñ! Digempouez kenañ ‘m eus kavet an doare da reiñ an disoc’h rak an teir arnodenn gentañ a dalveze ur poent,  divizet e voe gant tri den (ur perzhiad eus top chef warlene, unan eus ar bloaz-mañ hag ur chef) hep gouzout piv en doa fardet ha piv en doa bet nebeutoc’h a amzer evit fardañ. An arnodenn ziwezhañ, na oa ket dianv, votet eo bet gant ar chefed hepken (daou zen a zo bet pedet evit netra neuze, rak n’o deus ket bet da votiñ e-kerzh an abadenn) hag iskis awalc’h eo bet gwelet e oa bet rastelet pep poent, an 8 a oa tu da c’hounit (pep hini a roe ur poent, padal araok e oa ur poent gant an hini bet ar muiañ a vouezhioù gantañ…), gant memes hini hag a seblant bezañ adalek ar penn-kentañ gwelet mat-tre ganto…
Dipitus e oa. Met bon. ‘M eus oan ne viro ket se ac’hanon da sellet eus an abadenn ar bloaz o tont!!
(Ya, me oar n’eo ket dre ret fin ar skeudenn, met n’em eus kavet hini all ebet e-lec’h ma veze gwelet an holl perzhidi -.-“)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: