Le cercle littéraire des amateurs d’épluchures de patates

Berzh bras en deus bet al romant-mañ ha anzav a ran e oan kurius da c’houzout perak. Savet eo e stumm lizhiri etre Juliet, ur skrivagnerez 30 vloaz ha tud all hec’h endro (mignoned, he embanner hag all). C’hoarvezout a ra an istor just goude an eil brezel bed. Dizoloiñ a ra ur c’hlub lenn eus Gernenez ha setu hi dedennet bras gant buhez an dud-se ha penaos o deus bevet e-pad an eil brezel bed gant an alamaned.
N’eo ket fall al levr, tudennoù plijus a zo ha dedennus eo kontañ buhez tud Gernenez met hir spontus eo. Araok ma yafe Juliet da welet anezho dreist-holl. N’eo ket fentus-tre, kalz tudennoù  a zo (poanius eo kaout soñj eus an holl). Anzav a ran na gomprenan ket mat berzh al levr-se!

Advertisements

3 Respont to “Le cercle littéraire des amateurs d’épluchures de patates”

  1. Ma ! etre da bennad hag hini Maguy kerisit e Brud Nevez, sur on ne glaskin ket lenn anezhañ ! trugarez da lakaat ac’hanon da espern amzer 😉

  2. 😉
    Spontet on bet an deiz all peogwir on kroget da lenn “Eux sur la photo” a zo ur romant savet gant lizhiri ivez met netra da welet mod all hag eveljust ez eus pennadoù o keñveriañ anezhañ gant hemañ. Beh.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: