In Treatment

Ur stirad iskis eo In treatment. Pep abadenn a bad un hanter eur ha n’eus ket kalz a dra o tremen : e pep rann e vez bevet un hanter eur emgav etre ur c’hlañvour hag ur bredvezeg. N’eus ket kalz a lec’hioù eveljust (burev ar mezeg) ha kaoz hepken kazi. 5 den a vez heuliet (ouzhpenn ar mezeg) : ur plac’h yaouank kollet, ur soudard en deus lazhet bugale e Bagdad, ur grennardez a ra gym a-live uhel hag ur c’houblad a glask kaout un eil bugel. Bemdez e wel ar mezeg unan eus ar re-se. Ha d’ar gwener e vez heuliet o vont e ti Gina, bet bredvezegez ivez. Tamm-ha-tamm e vo ivez gwelet un tammig endro ar mezeg (e wreg, e vugale) ha tud all ivez. Ur stirad kinniget gant ar chadenn HBO eo ha savet diwar ur stirad israelian BeTipul, war a seblant eo heñvel spontus, kaozeadennoù a-bezh a zo ar memes re zoken.
C’hoariet eo ar mezeg gant Gabriel Byrne ha 43 rann a zo er bloavezh gentañ, a bad 9 sizhun. Dedennus awalc’h eo peogwir e lak da brederiañ war ar bredvezegezh, da betra servij hag ivez an doare ma vez implijet gant ar vezeien. Met ivez war mab-den dre vras hag eveljust warnomp hon-unan sellerien. Desket em eus kalzig a draoù. Plijus eo ouzhpenn a-drugarez da bersonelezhioù a bep seurt, ar mezeg, Paul, a zo sirius hag aketus met a feiz fall a zivout e wreg da skouer (dispar eo gwelet penaos e cheñch ar fedoù hag ar c’homzoù pa gont un istor tremenet e-kerzh ar sizhun d’ar gwener e ti Gina). Alex ar soudard a zo start da c’houzañv (brabañser hag all) met war memestro e vezer hoalet dre ret. Ha Sophie, alala, evidon-me tudenn wellañ ar bloaz, a roe c’hoant erruout buanoc’h da rann ar merc’her!! Mia Wasikowska (em boa merzet dija evel tu mat Alice) a zo dreist. Un toulladig rannoù a dremen e diavaez burev Paul pe neuze en ti met hep ar c’hlañvidi, dre vras ez int rannoù a-bouez bras evit emdroadur an tudennoù ha plijus e oant evit reiñ un doare “aer fresk” d’ur sizhun voutin. Ur bern mennozhioù mat a zo er stirad-se, ha zoken ma n’eo ket dre ret stirad gwellañ ar bed e talvez ar boan sellet outañ.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: