Dielloù evit Ebrel, 2011

Pokemon Snap

Posted in C'hoarioù video on Ebrel 27, 2011 by geekezig

Adluget ‘m eus ma N64 ha setu neuze me o prenañ ur c’hoari a felle din abaoe peeeell spontus (peogwir e felle din ar c’hoari-se pa oa deuet er-maez dija ^^) met dre aon bezañ dipitet evel ma oan bet gant Pokemon Stadium n’em boa ket kredet prenañ. Ma, graet an afer, pokemon Snap a zo ganin bremañ.
Ur c’hoari e bed ar pokemon eo eveljust, met evit ur wech n’eo ket ret tapout al loened, ret eo tapout skeudennoù diouto! ^^ Kavout a ran dispar awalc’h ar mennozh. Setu neuze ni o kantreal e bedoù evit gwelet pokemoned en o endro naturel. N’eus ket tu da bourmen re rak e-barzh un doare karr e vezer gant un hent resis da heulhiañ. Tu zo da dreiñ avat. Ar pal a zo neuze skeudenniñ an holl bokemoned (63 a zo da gavout) ha krouiñ un albom skeudennoù gante tout (un doare pokedex un tamm). Goude pep troiad eo ret dibab ar skeudennoù a vo diskouezet d’ar c’helenner Chen a roio notennoù. Ur skeudenn hepken evit pep pokemon! Ret eo dibab mat neuze. Da c’houde e vez notennet ment ar pokemon war ar skeudenn, peseurt neuz a zo gantañ ha m’eo mat e kreiz ar skeudenn. Tu ‘zo da dapout notennoù gwelloc’h m’eo dispar neuz ar pokemon, pe c’hoazh ma vez meur a bokemon heñvel war ar skeudenn. Gant ar poentoù tapet e tispaker traoù a c’hall sikour ac’hanomp : avaloù da skeiñ dezho pe c’hoazh ur pokeball ispisial evit diskoachañ pokemon kuzhet hag all. Ret eo ober meur a wech memes bed evit dont a-benn da gaout an holl.
6 bed a zo, ur skeudenn endro ispisial da gavout e pep hini anezho evit diskoachañ ar seizhvet bed. Ur wech echu an istor ez eus tu c’hoazh ga glask ober taolioù-dreist a-fed notennoù.
Aes-tre eo da implij (skeiñ traoù gant A ha B, zoomiñ gant Z) ha dispar eo ar fed e vefe tu da levezoniñ an endro, en ur skeiñ ur pokemon en dour ec’h emdroo ha traoù a seurt-se.Fentus eo ar c’hoari, n’eus ket tu da vervel, n’eus netra dañjerus, ret eo dont a-benn da dapout skeudennoù brav ha setu tout! Peoc’hus ^^ Dipitet on bet un tamm gant “hirder” ar c’hoari avat rak buan spontus em eus e echuet (kroget on disul da noz hag echu hirie, añfin an istor hepken, mankout a ra din daou bokemon c’hoazh!) dre ma n’on ket unan hag a glask tizhout ar gwellañ notennoù ‘m eus ne c’hoariin ket (kalz) ken. Met bon, plijadur ‘m eus bet e-pad ar pennadig se 🙂

Advertisements

L’école emportée 1, 2 ha 3

Posted in Levrioù bannoù-treset on Ebrel 27, 2011 by geekezig


Ur manga a zo bet kuzuliet din nevez zo pa oan o komz diwar-benn Battle Royale gant ur mignon. L’école emportée a zo ur manga bet embannet er bloavezhioù 70 e Japan. Istor ur skol (vamm ha kentañ derez) a deuz kuit eo. Un darzhadenn a zo bet, met ne chom netra. Ar skol a zo bet kaset en dazont, e-lec’h ne chom netra estreget un dezerzh. Ret eo d’ar vugale ha d’ar gelennerien bevañ asambles hep dour, tredan na boued. Buan awalc’h e tro sod an dud ha feulz-tre eo an disoc’h. Eus he zu, mamm Shô (an haroz) a zo trist-tre abalamour eo tremenet fall an traoù etrezo just araok na c’hoarvezfe ar gwallzarvoud, sur eo eo bev he mab ha klask a ra sikour anezhañ daoust d’he endro. En eil levrenn ne chom den bras ebet, ret eo d’ar vugale krouiñ ur gevredigezh, dilennadegoù a zo met dizoloiñ a reont buan ez eus un euzhvil o vevañ en dezerzh… Ret eo dezho en em gannañ ouzhpenn! En trede e vo diskoulmet afer an euzhvil (en un doare dic’hortoz mik) hag e vo ur gudenn ouzhpenn : ur c’hleñved red!
Kavout a ran efedus kenañ, koshaet eo un tamm an tresañ met mat eo, aes da heuliañ hag a galite. Lakaet en deus ac’hanon da soñjal e istorioù Junji Ito un tamm (Spirale, Tomié). Feulz kenañ eo met dedennus evel m’eo istorioù kevredigezhioù savet diwar ur gwalheur dic’hortoz. An hanter a zo bet lennet ganin dija, hast ‘m eus gouzout ar pezh a c’hoarvezo da c’houde!

Di renjie zhi tongtian diguo

Posted in Filmoù on Ebrel 27, 2011 by geekezig

Plijet on bet atav gant ar filmoù sinaat doare Tigre & Dragon a vez gwelet ur wech an amzer war ar skrammoù. Dilhad brav, endroioù dispar, barzhoniezh hag emgannoù bamus… Ar rekipe ‘zo efedus awalc’h. Ne oan ket re nec’het o vont da welet Detective Dee : Le mystère de la flamme fantôme neuze. Met n’eo ket dres ar memes tra. Emgannoù a-feson a zo, un istor leun a luziadennoù hag a gevrinoù, un haroz doare Indiana Jones eo Di ha se ‘zo dreist. Kontañ a ra ivez penaos eo deuet impalaerez gentañ ha nemeti istor Sina da vezañ impalaerez. Torret eo bet ma flijadur gant an efedoù ispisial siwazh. Ur BERN a zo ha merzet e vezont kalz re. An oabl a zo faos ordin, un emgann gant kirvi faos a zo… Eh. An dilhad a chom gwir hag a zo brav ^^” E gwirionez em eus kavet pounner an efedoù ispisial ha start e oa krediñ ha neuze bezañ kendrec’het gant an arvest. Al lodenn er c’hoad bambou a zo ur gwir analadenn fresk ha pur, padout a ra pemp munut… An tudennoù a zo dedennus mod all, domaj eo e varvfe reoù zo re vuan! Un dipit un tamm neuze.

Lovely love lie 1 ha 2

Posted in Levrioù bannoù-treset on Ebrel 26, 2011 by geekezig


Un istor karantez, ur shojo klasel awalc’h eo Lovely Love Lie. Istor ur paotr 25 vloaz eo, Aki, a skriv komzoù ha sonerezh ur strollad brudet kenañ. Ne fell ket dezhañ bezañ gwelet avat. Den ne oar piv eo neuze. Un darempred en deus gant Mari, ur gannerez vrudet a labour gant memes produer. Siwazh ne zegas ket an darempred-se ar pezh en deus c’hoant. Un deiz bennak e kej gant ur plac’h yaouank (liseadez?) anvet Riko ha zoken ma ne gar ket anezhi e grog un darempred ganti, abalamour e sant e plij dezhi ar sonerezh kement ha dezhañ. En eil levrenn e krog hi da gaout disfiz rak ar pezh a gont Aki ha merzet e vez gant “ar” produer (a zo unan eus abegoù c’hwitadenn darempred Aki gant Mari), soñjal a ra dezhañ en deus kavet ar plac’h da lakaat war-wel.
Setu ur shojo e bed ar sonerezh. Ar pezh a zo dedennus un tamm eo ar fed e vefe koshoc’h Aki evit Riko, ul labour hag arc’hant a zo gantañ dija hag un doare da welet ar bed un tammig startoc’h egeti. N’eus netra ispisial en doare da dresañ, an tudennoù a zo plijus ha setu, an doare istor a blijo awalc’h d’ar grennardezed.

Les yeux de Lady MacBeth

Posted in Levrioù with tags , on Ebrel 26, 2011 by geekezig

N’ouzon ket pet gwech em eus bet lennet pennoberenn Louisa May Alcott Les quatre filles du Docteur March. Siwazh, ankouezet e vez ingal he deus bet skrivet traoù all. A-drugarez da di embann Interférences ez eus tu da zizoloiñ un tu all eus ar pezh he deus bet skrivet, ingal sinet gant un anv paotr d’ar mare m’int bet skrivet.
Un danevell hir eo Les yeux de Lady MacBeth, a gont istor un arzour yaouank. Ul livour. O prientiñ emañ un daolenn awenet gant tudenn gwreg MacBeth met ne teu ket a-benn da livañ he sell sod. Un deiz bennak e kej gant ur plac’h yaouank, he sell a glot dres gant ar pezh a fell dezhañ livañ. Dont a ra a-benn da echuiñ an daolenn. Dimeziñ a reont met tamm-ha-tamm e tro trenk an traoù. Hi a n’em sant dilezet gantañ hag ur galloud-hud a zo ganti. Hervek eo an danevell-se eus ar c’hiz a oa d’ur mare zo tro-dro d’an teoghun, speredouriezh hag all. Spontus awalc’h eo an darempred etrezo ha nerzh dibleg ar plac’h. Ne vo nemet un diskoulm d’an istor-se…

Millenium (ar filmoù)

Posted in Filmoù on Ebrel 20, 2011 by geekezig

Tro em boa bet da lenn gant kalzig plijadur an dastumad levrioù Millenium e-kerzh an hañv 2008. E miz Mae 2009 e oan bet o welet azasadenn ar romant kentañ war ar skramm bras met siwazh ne oan ket bet o welet an daou all abalamour ne oant ket skignet e svedeg. Bevet an DVDoù! Ur sizhunvezh Millenium ‘m eus graet neuze n’eus ket pell zo evit sellet eus an tri film da-heul pe dost (unan bep noz koa). Ar film kentañ ‘m eus kavet mat bepred, efedus zoken pa ouzer an diskoulm. An eil (ma romant karetañ e-touez an tri) n’em eus ket kavet ken kendrec’hus : perzh an istor-se a zo dizoloiñ istor Lisbeth setu pa anavezer dija e koll un tamm a vlaz. Dispar eo Noomi Rapace bepred met ur santad drol a zo gant an hollad, santet e vez n’eo ket bet sevenet gant memes den a gav din. An trede film ‘m eus kavet gwelloc’h un tamm, marteze peogwir ez eus muioc’h a draoù o tremen e-serr ar gelaouenn Millenium, n’ouzon ket. Dispar eo ar prosez avat. Setu un doare diveradenn kentoc’h efedus eus levrioù Stieg Larsson eo ar filmoù, zoken m’on bet kendrec’het muioc’h gant an hini kentañ eget gant an daou all. D’am soñj e vo an hini aesañ din da welet en-dro. Kendrec’het on memestra eo gwelloc’h lenn ar romantoù evit kaout un tañva klok eus an oberenn ha mont a rin da welet ar stumm amerikan savet gant David Fincher gant aked moarvat.

The Exiles

Posted in Filmoù on Ebrel 19, 2011 by geekezig

Ur film ispisial eo The Exiles. Padout a ra 1e10 ha diskouez a ra un nozvezh e buhez ur strollad indianed amerikan, aet kuit eus o “gwarezva” evit mont da vevañ e Los Angeles. Ur film savet e 1961 gant Kent Mackenzie eo. Brav kenañ eo ar skeudennoù e gwenn-ha-du. Spontus awalc’h eo ar pezh a vez diskouezet avat. Alkool forzh pegement, dilabour, kavout hir e amzer… Seblantout a ra goulo awalc’h buhezioù an dud-se. Sell meur a hini a vez gwelet pishoc’h. Hini Yvonne a zo an hini fromusañ d’am soñj, ur plac’h yaouank a fell dezhi sevel he bugel e diavaez ar gwarezva, pasianted spontus ganti ha koulskoude n’eo ket gwall aketus he gwaz a gav gwelloc’h laoskel anezhi da vont d’ar sinema hec’h unan evit mont da riboulat gant e vignoned. Iskis awalc’h eo ivez rak bevañ a reont evel tud wenn a-benn ar fin (ober prenadennoù, mont d’an davarn, selaou rock) met etrezo hag ordin gant un doare hiraez. Ezhomm o deus dañsal ha kanañ tonioù hengounel met war memes tro e nac’hont bevañ evel ma ra o zud. Start awalc’h eo hag etrevroadel war un dro…
Setu ur film brav gant tuoù mat ha fall, poltred ur gumuniezh fier ha kollet.

%d bloggers like this: