Michael Jackson

Ur romant iskis eo Michael Jackson. Dija, n’en deus kazi netra da welet gant ar c’haner, met bon, se n’eo ket re c’hrevus. Istor Luc eo, studier e Montpellier en Arzoù an Arvest. Plijet en deus kalzig din al lodenn gentañ peogwir e kaven resis kenañ ha gwirheñvel-tre diskrivadennoù ar studier ha bed ar skol-veur. Da c’houde e kej gant Maud hag e krog un istor karantez etrezo. Betek ma teufe ur “mignon” da gontañ da Luc traoù torr-penn…
Neuze e cheñch pep tra. Luc a zeu da vezañ ar mignon-se, ha personelezhioù nevez a zo gantañ ha ganti. Poan em boa spontus gant o fersonelezhioù en eil lodenn (arzourieeeen) ^^” Hag c’hoarvezout a ra ur wech ouzhpenn da c’houde.
Dedennus awalc’h eo ar cheñchamantoù personelezhioù aze, dreist-holl e lazh Luc e “vignon” evit kemer e rol er strollad mignoned. N’ouzon ket re avat petra felle d’ar skrivagner lârat… Memes tud a vo desachet ordin etrezo? Luc a oa meur a bersonelezh gantañ hag e gwirionez e oa Luc, Walken ha Martin ar memes den abaoe ar penn-kentañ? (Souezhus peogwir d’ar mare-se perak e cheñchfe personelezh Maud, e c’hoar vihan, e dud?) N’eo ket sklaer.
Un dra bennak all a zo, n’eo ket direnkus mik met n’em eus ket komprenet mat ar pal, a zo ar rev. C’hoarvezout a ra traoù gant Luc se, n’on ket a-enep. Perak lakaat tudennoù Ronan & Claire, aktourien porno ha diskrivañ ur bern eus o raktresoù hag all? Se… Marteze e oa evit lakaat fent, met er fin e oa pouneroc’h eget traoù all. Souezhet on bet ivez gant ar fin, peogwir e seblant bezañ ar mare e-lec’h ma klot mat koublad Maud ha Luc a-benn ar fin, padal n’int ket ken evurus-se… (Pe neuze n’em eus ket santet mat an traoù)
Setu neuze, a bep seurt soñjoù diwar-benn ar romant-se!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: