Ōkami

Ma. Ur pennad zo e oan krog gant ur pennad diwar-benn Ōkami abalamour em eus c’hoariet gantañ e-pad an hañv pe tro-dro. Da c’houde ‘m eus laosket ar pennad a-gostez… Met dre ma ‘m eus rakprenet Ōkamiden a zeuio er-maez d’an 18 a viz Meurzh em eus soñjet e oa poent sevel ur pennad diwar-benn an hini henañ!Ōkami a zo deuet er-maez e 2006 e Bro Japan. dvp gant Clover Studio hag embannet gant Capcom, ar c’hoari-se a oa unan Playstation 2. E 2008 eo bet azasaet evit ar Wii gant Ready at Dawn. Ar stumm Wii em eus me.
Degemeret e oa bet en un doare dispar gant ar c’helaouennoù ha mediaoù c’hoarioù video, notennoù uhel en doa bet ordin en “arnodennoù” met n’en deus ket graet kalz berzh e-keñver gwerzhioù. Evit ur bern c’hoarien avat ez eo ur c’hoari da lakaat war listenn ar BGE (Best Game Ever), ha nevez zo eo bet lakaet e-touez  dibab 100 c’hoari gwellañ  ar bed jeuxvideo.com, en 68 plas.

Petra eo an istor? E Bro Japan e tremen an traoù. Met ur Japan “krenamzerel” hag ijinet eveljust. Doueez ar plant, Sakuya, a zihun Amaterasu (doueez an Heol) evit klask kempouezañ en-dro ar bed. Taget eo gant Yamata-no-Orochi, un aerouant/sarpant diaoulek. Ur bern speredoù drouk a zo un tamm pep lec’h ha marv eo ar plant hag ar gwez. E stumm ur vleizez e rank Amaterasu reiñ buhez en-dro da bep tra. Sikouret e vo gant Issun, un dudennig a fell dezhañ mestroniañ teknikoù ar barr-livañ neñvel. Divinet ho po moarvat eo diazezet ar c’hoari war mojennoù ar relijion shinto.Peoc’hus ha brav eo pal an istor ha dre ma n’on ket mailh war mojennoù japan e oan laouen o tizoloiñ emdroadur an traoù hag an tudennoù (eveljust n’eo ket rik evel er vojenn, kalz fent a zo ouzhpenn met ar stuñv diazez a zo ar memes hini).

Peseurt doare c’hoari eo ? Ur c’hoari doare Zelda eo. Tud drouk da lazhañ, keriadennoù da weladenniñ, tud da sikour, “tourioù-meur” gant luziadennoù ha bossoù hag all. Dispar ^^
Ouzhpenn-se e klot mat gant ar Wii dre ma vez c’hoariet gant ar “barr-livañ neñvel”. Gant galloudoù ar barr-livañ e vez roet buhez d’ar plant, mestroniet elfennoù (dour, tan, skorn hag all), lazhet ar reoù drouk. Ar wiimote a zo neuze hor barr-livañ, implijet e vez kalz hag en doare logik. Plijus-tre eo an doare-se da c’hoari, met start e oa a-wechoù din mestroniañ mat! (poan em boa oc’h ober an diforc’h etre “floraison” ha “nénuphar” da skouer…)
E-kerzh an emgannoù ez eus ur varenn-buhez evit gouzout nerzh e enebour, plijus-tre eo.Ur bern traoù a-gostez a zo (pesketa, boueta al loened, sikour tud da lazhañ ur strollad diaouled, h.a.), fent ha skeudennoù brav eston. Gant teknik ar cell-shading eo savet ar c’hoari. Un daolenn o fiñval eo Okami, evel tresadennoù kozh japanat gant dour livañ sina. Un drugar da sellet! (ha da c’hoari ^^)
Meur a wech ez eus tu da soñjal e vo echu an istor ha n’eo ket ! (tro 40 eurvezh ez eus ezhomm evit echuiñ) ‘Pezh ‘m eus kavet dipitusoc’h a oa adimplij bossoù zo (Orochi teir gwech memestra ><). Reiñ a ra ar santad e oa graet evit padout ha dipitus eo pa weler an ijin a zo tro-dro! Perak ket reoù all? Pe berraat ar c’hoari?
Añfin. Zoken m’eo echu an istor ganin, n’on ket deuet a-benn da voueta an holl loened, na da gavout an holl deñzorioù na netra, neuze ken kas ez eus peadra da c’hoari c’hoazh ^^”
Kazi direbech eo ar c’hoari memestra estreget marteze ar c’hargadennoù. Ne badont ket re bell met niverus int.

Plijus eo ar sonerezh ivez, brav kenañ “profoù Issun” da sellet er fin, met ar filmoù a zo toud skeudennoù PS2 (ar c’hoari a seblant bezañ cheñchet un tamm ^^) hag un tamm ordin memes dibab, domaj eo. Statistikoù a zo ivez ur wech echu ar c’hoari (pegeit en deus padet, pet diaoul lazhet hag all) dedennus eo evit ar c’hoarier.Un taol-lagad a zo da Zelda, gant ur paotrig o vevañ er c’hoad anvet Kokari marplij… Ha war memestro e vez ijinet mat awalc’h en defe Ōkami levezonet Zelda Twilight Princess (gant ar bleiz met ivez an tu “treoabl”).
Setu neuze… Ha bremañ, gwellomp penaos e tremen an traoù war NDS !

Advertisements

3 Respont to “Ōkami”

  1. […] neuze heuliad Ōkami war NDS. Tremen a ra an istor 9 miz goude darvoudoù ar c’hoari kentañ. Bremañ emañ […]

  2. […] e kendalc’h ar re drouk da dagañ ar pezh a c’hall lakaat da zibab an arm fall.).Blaz Ōkami ‘m eus kavet gant daou dra resis : n’eus ket tu da saveteiñ forzh pelec’h ken, […]

  3. […] evel bruderezh war ar PSN!). Ar c’hoari a zo unan cell-shading (lenn ma fennad diwar-benn Okami), brav eston eo. Evel al Layton diwezhañ ez eus prantadoù gwir filmoù bevaat klasel ha […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: