Mansfield Park

Merzet o peus bremañ e oan sorc’hennet dedennet gant oberenn Jane Austen. Setu neuze sellet ganin Mansfield Park, azasadenn ar romant evit ar skinwel saoz (evel Pride & Prejudice). Ur film hepken eo ar wech-mañ avat. Kontañ a ra Mansfield Park istor Fanny, a vez desavet gant familh pinvidik he c’hindirvi. Ordin e vez lakaet un tamm a-gostez ha profitañ a reont outi un tamm evel ur vatez abalamour m’eo jentil-tre. Ur c’houblad itrikerien eus Londrez a zeu betek Mansfield Park hag a lakao reuz e-touez izili ar familh… Zoken ma n’eo ket ken tort tudennoù Mansfield Park e vez adkavet perzhioù heverk eus tudennoù Jane Austen : un harozez na fell ket dezhi e vefe roet urzhioù dezhi, itrikerien drouk, merc’hed dedennet gant ar c’hiz hepken, familhoù mantret o welet e vefe distrujet o enor. N’eus ket kalz gweledvaoù dre ma tremen pep tra e memes lec’h met bon, ur film a galite eo memestra! Billie Piper ‘m eus kavet souezhus er rol pennañ, klotañ a ra mat a-walc’h gant tudenn Fanny a-benn ar fin. Bremañ e vo ret din sellet ouzh Emma ha Northanger Abbey !

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: