Orgueil & Préjugés ET ZOMBIES

A-wechoù ez eus tud gant mennozhioù sot-nay dispar : Meskañ oberenn anavezetañ Jane Austen gant bed ar zombied. Ur romant bet savet gant Seth Grahame-Smith a zo bet neuze ha war a seblant en deus graet berzh a-walc’h er Stadoù-Unanet evit ma vefe azasaet e stumm bannoù-treset! Tony Lee en deus savet ar senario aze ha treset eo pep tra gant Cliff Richards, en deus bet labouret war bannoù-treset Buffy.
Anzav a ran on bet souezhet brav gant an disoc’h. Kontet e vez dres istor Pride & Prejudice, met Bro Saoz a zo taget gant ur c’hleñved-red a lak an dud da zombied, neuze e c’hoarvez a-wechoù e vefe taget an dud. Ar pemp plac’h Bennet a zo bet desavet evit bezañ gouest d’en em gannañ ha dont a reont mat a-benn (dreist-holl Elizabeth an harozez). Iskis eo pegen naturel e klot an daou ved a-benn ar fin ^^
A-fed tresadennoù ez eo pep tra e gwenn-ha-du, gant ur santad damdreset a-wechoù. Brav-tre eo an tresadennoù, meur a wech em eus soñjet e tudennoù Disney pa vez gwelet mat dremmoù ar merc’hed pe e emgannoù La geste des Chevaliers Dragons e-kerzh an emgannoù. Ha n’eo ket souezhus, se eo un tamm ar spered ! A-wechoù em boa keuz ne vefe ket e liv met a-benn ar fin ez eus un aergelc’h un tamm giz-kozh (pe saoz, n’ouzon ket re penaos displegañ) gant an tresadennoù a sikour da zegemer meskaj an daou ved. ‘M eus aon e vefe bet startoc’h e liv, un tu pastel e-kichen gwad ruz flamm…
Enfin setu, ur mennozh dreist, un disoc’h a-feson, n’eus ket da dortal, ret eo lenn! ^^

Advertisements

Ur respont to “Orgueil & Préjugés ET ZOMBIES”

  1. […] da v/Marvel ober azasadennoù oberennoù lennegel diazez gant zombied e-barzh (daoust m’eo Orgueil & Préjugés & Zombies ur romant da zigentañ). Ar wech-mañ eo tro A Christmas Carol gant Charles Dickens (klotañ a ra […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: