Mikado

Ul levr kentañ eo Mikado savet gant Claire Berest. Istor ur plac’h yaouank eo, studierez, a vez gwelet ingal e tavarnioù Pariz, plijout a ra dezhi kejañ ouzh tud. Un deiz bennak emañ Vincent en davarn ganti ha tamm-ha-tamm e savo un darempred etrezo. Un darempred drol rak Vincent ‘zo ur paotr iskis : a-wechoù jentil-tre, gwechoù all dismegañsus penn-da-benn. Siwazh ne teu ket hon harozez a-benn da bellaat outañ.
Savet eo en un doare iskis awalc’h ar romant, a-wechoù e ra evel ur pezh c’hoari (kaozeadennoù) gwechoù all eo kontet pep tra dre sell ar plac’h (er c’hentañ gour) gwechoù all c’hoazh dre sell ar plac’h met en trede gour, kontet gant un dezreveller all neuze. N’eo ket diaes kompren an istor hañ. Lennet e vez buan Mikado rak tremen a ra an darvoudoù buan a-walc’h ha santet e vez adalek ar penn-kentañ e tremeno fall an traoù. Ne vo dizoloet ar munudoù nemet er pajennoù diwezhañ tout. Euzhus eo… Un dra avat n’em eus ket komprenet mat : an harozez a felle dezhi skrivañ un istor, daoust hag an istor-mañ a vefe ? (d’ur mare zo e pren Vincent ul levr kalzig war-lec’h an darvoudoù a vez kontet) Se n’en deus ket seblantet din sklaer… Ul levr dedennus eo Mikado, start memestra ha ‘m eus aon ne vefe ket e touez ma romantoù karetañ. En em c’houlenn a ran m’eo c’hoarvezet seurt istor gant Claire Berest memestra rak tort mat eo ^^

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: