Au Japon ceux qui s’aiment ne disent pas je t’aime

Ul levrig aeset da lenn ha skañv eo Au Japon ceux qui s’aiment ne disent pas je t’aime. Savet eo e stumm ur geriadur. Un toulladig pennadoù a zo evit pep lizherenn al lizherenneg. Pennadoù berr-berr int, etre pemp ha dek linenn dre vras, a-wechoù div hepken! A bep seurt traoù a vez meneget el levr : ar mekanikoù da werzhañ butun e pep straed, an otoioù prop-spontus, ar fed e vefe gwalc’het an dilhad gant dour yen (met bemdez neuze!) hag all hag all.
Fentus eo, dizoloet e vez traoù pe lakaet splann ‘pezh a vez merzet e mangaioù pe filmoù zo hag alies e vez keñveriet gant an doare gall. Tuoù mat ha fall a zo e pep lec’h…
Da c’houde ‘m eus kavet ne oa ket kalz a danvez memestra, d’am soñj e vefe bet tu d’ober kalz muioc’h dreist-holl gant pennadoù ken berr! Gwechoù zo e vez meneget ur varzhoneg pe ur pennad-skrid bennak, dedennus eo, met ral eo e vefe displeget da c’houde! … Enfin.

(300 vet pennad ! Yac’hou! ^^)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: